Optimist

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Optimist
redadeg Optimist e Terenezredadeg Optimist e Terenez
Fardaj : cat-boat
Savour : Clarks Mills
Penn-kentañ : 1947
Hirder : 2,30 m
Ledander : 1,2 m
Diblasadur : 33-37 kg
Goueliadur : 3,5 m²
Bourzhiad(où) : 1

An optimist a zo ur vag ijinet e 1947 gant Clark Mills e Clearwater (Florida). Klasket en doa Clark Mills sevel ur vag a vije gouest da zerc’hel penn gant ar c’hasad gant rodoù, c’hoari karetañ bugale kêr. Savet e penn-kentañ gant brenn-heskenn, ar vag-se a voe kaset en Europa gant Axel Damgaard.

Gant ur c’houc’h plat hag ur ouel nemetken eo an optimist ur vag skañv, stabil ha simpl-tre da vleniañ. Implijet e vez alies gant ar vugale evit kregiñ gant ar bageal. Ar ouel, stumm un drapezenn anezhi, a zo dalc’het gant ur piker.

E-kerzh an amzer, ar saverien optimist zo en em ispisializet e daou varc’had disheñvel :

  • Da gentañ-penn, hini ar skolioù bageal, hag a ginnig prizioù izel; an optimistoù a zo savet e polyethylene (danvez soupl a c'houzañv ar stokadennoù), pe en aluminiom hag a zo materioù solut met ponner. Optimist ar skolioù bageal en deus ur ouel gant ur gorread bihanaet.
  • Da eil, marc’had ar bagoù kentrivadeg savet e polyester gant un troc’h gouel disheñvel diouzh hini ar skolioù bageal, danvezioù skañvoc’h met keroc’h ha breskoc’h, prizioù kalz uheloc’h (tro-dro 3000 € evit un optimist redadeg).

Ar rummad pennañ e bageal eo an optimist. Neuze, ul live uhel-tre a zo.