 |
Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Ur velin-avel en Oostvleteren
Oostvleteren en izelvroeg, Oostvletern e flandrezeg kornôgel, a zo ur rann-gumun e Flandrez Belgia e rannvro Westhoek hag e proviñs Kornôg-Flandrez. Ur gumun e oa gwechall; gant lezenn 1977 eo bet lakaet e kumun nevez Vleteren.
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ] Bezioù-brezel e bered ar gumun
Ar Frañsizion a varvas e-pad ar Brezel bed kentañ. Daou brantad a zo: adalek an 10 a viz Du 1914 betek an 21 a viz C'hwevrer 1914 (20 milour marvet, 87vet ha 89vet DIT dreist-holl) hag adalek an 18 a viz Gouere 1917 betek an 19 a viz Gwengolo 1917 (19 milour marvet, 162vet DI dreist-holl) [1]. Lod anezhe a varvas e-pad an Eil Brezel Bed, p'edont o tifenn kiladenn ar Re Gevredet war-zu Dukark e miz Mae 1940. Ar re all a oa karrnijourion: lazhet int bet diwezhatoc'h [2].
[kemmañ] An iliz katolik
An iliz katolik
Sint-Amatus
[kemmañ] Dave ha notennoù
- ↑ War Cemeteries for French Soldiers in Flanders
- ↑ WW1 Cemeteries