Ofiser ha plac'h o c'hoarzhin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ofiser ha plac'h o c'hoarzhin
Jan Vermeer van Delft 023.jpg
Johannes Vermeer, e-tro 1657
eoullivadur war lien
50,48 × 46,04 cm
The Frick Collection
New York

Ofiser ha plac'h o c'hoarzhin a zo ul livadur livet gant Johannes Vermeer e-tro 1657 hag a c'haller gwelout e The Frick Collection e New York.

Dodenn ar merc'hed hag o danvez-pried a oa un dodenn a veze kavet kalz en arzoù izelvroat. Implijet eo bet an dodenn-se gant Vermeer a-benn labourat war ar gouloù. Trolinenn deñval an ofiser a zegas donder d'an daolenn, hag ez eo gwall zisheñvel diouzh ar gouloù a weler war ar plac'h hag an holl draoù azo er pezh m'emaint ennañ. Ar gartenn a weler ouzh ar voger a voe embannet e 1621. Ar gartenn-se, koulz hag ar c'hadorioù, a weler e taolennoù all gant Vermeer.