Obizzo II d'Este

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Obizzo II d'Este, ganet war-dro 1247, ha marvet d'an 13 a viz C'hwevrer 1293, a oa markiz Ferrara ha Marz Ancona en Italia an XIIIvet kantved.

E vuhez[kemmañ]

Mab bastard[1] e oa da Rinaldo I d'Este - mab pennhêr ar Margrav Azzo VII d'Este- ha d'ur gannerez a Napoli. Tost goude e c'hanidigezh e voe harluet ar vamm hag ar bugel eus Ferrara a repu a gavjont e Ravenna.

Hervez red ordinal ar vuhez ne vije ket bet keloù ken eus Obizzo. Met e 1251 e teuas kemm bras.
E dad Rinaldo, ostaj etre daouarn an impalaer Frederick I eus an Impalaeriezh Santel a voe kontammet war un dro gant e wreg Adelaida da Romano. Hag ar paourkaezh Margrav Azzo VII a wele n'en doa mab ebet ken na mab-bihan ebet a soñjas neuze er bastard bihan hag a gavas dezhañ ne oa nemet gantañ e c'hallje an Tiegezh d'Este chom en e sav. Difretañ a reas ken e reas da gaout an aotre digant ar pab da anavezout Obizzo evel hêr. Hag anavezet e voe e 1252, un tamm goude d'e vamm beuziñ er Mor Adria[2].

E penn Ferrara[kemmañ]

In 1264 e voe embannet da vezañ aotrou e Ferrara, hag e Modena e 1288 , hag e Reggio e 1289. Gant Obizzo II ez echu marevezh ar gumun hag e krog hini an aotrouniezh a bado betek ar XVIIvet kantved.

Notennoù[kemmañ]