O lapis do carpinteiro

Eus Wikipedia

O lapis do carpinteiro (Kreion ar c'halvez) zo ur romant galizek berr gant Manuel Rivas embannet e 1998 gant an Edicións Xerais (ISBN 978-84-8302-261-0).

Un istor karantez eo etre ur plac'h, Marisa Mallo, eus un tiegezh en tu dehou hag ur medisin republikan, Daniel da Barca, prizoniad e toull-bac'h Santiago de Compostela e-pad Brezel Spagn.

Prizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a briz en deus gonezet an oberour gant e romant.

  • 1998 : Premio de la Crítica Española (Priz ar Skridvarnerezh Spagnol)
  • 1999 : Premio de la Asociación de Escritores en Lengua Gallega (Priz Kevredigezh ar Skrivagnerien C'halizek) ; Premio Arcebispo Xoán de San Clemente (Priz an Arc'heskob Juan de San Clemente)
  • 2001 : Premio literario 50 Aniversario da Sección belga de Amnistía Internacional (Priz 50vet deiz-ha-bloaz kevrenn velgiat Amnesty International)

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Azasadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur film zo bet graet diwar ar romant e 2003, El lápiz del carpintero e ditl, renet gant Antón Reixa ha c'hoariet gant Tristán Ulloa, Luis Tosar ha María Adánez[2].

C'hoariva[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur pezh-c'hoari zo bet savet gant ar strollad Sarabela en Ourense er bloaz 2000 ha c'hoariet dre C'haliza a-bezh. Eizh Premios María Casares zo bet deroet d'an oberenn gant an Asociación de Actores e Actrices de Galicia.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Le crayon du charpentier, treuzyezhet gant Ramón Chao. Paris : Gallimard, 2000 (ISBN 978-2-07-075744-2)
  2. Internet Movie Database