Nuevo Cartago y Costa Rica

Eus Wikipedia
'Nuevo Cartago y Costa Rica'

Nuevo Cartago y Costa Rica a oa ur broviñs eus Rouantelezh Guatemala, krouet e 1540 en amzer Carlos Iañ Spagn (an Impalaer Santel Karl V). Savet e oa bet diwar douaroù eus ar Veragua real, war lez ar Mor Karib, a oa bet un darn eus ar Veragua kolombian a-raok krouidigrezh Dugelezh Veragua en 1537 evit an Amiral Luis Colón de Toledo. Aet eo ar broviñs-se abaoe d'ober Nicaragua, Costa Rica hag un tamm eus Panamá.