Nout

Eus Wikipedia
Nout
W24X1
N1
nwt

Un doueez e mitologiezh Henegipt eo Nout, doueez an oabl eus Navad Bras Iounou (Heliopolis). Arouez ar stergann eo, ha sellet e vez outi evel mamm ar stered.

Kemer a ra perzh evel douez kentañ er vojenn a zezrevell krouidigezh ar bed hervez Navad Bras Iounou.
Hervez ar vojenn-se ez eo merc'h da Chou, doue an aer, ha Tefnout, doueez ar glebor. C'hoar gevell ha gwreg Geb, doue an douar ez eo ivez ; aroueziañ a reont o-fevar eta ar peder elfenn bennañ). Ouzhpenn-se ez eo Nout merc'h-vihan an doue-heol Atoum.

A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg