Niveroniezh

Eus Wikipedia

An niveroniezh, pe « skiant an niveroù », zo ur skourr a 'r jedoniezh. Ental a ra lodenn damkaniezh an niveroù, hag a arver hentennoù ar ventoniezh aljebrek ha damkaniezh ar strolloù.

Setu ar pevar jedadur boas (anvet niñvadurioù niveroniel en ur ster resisoc'h) a zo en niveroniezh:

Gwechall ne blede an niveroniezh nemet gant studi perzhioù ar c'hevanion naturel, ar c'hevanion daveel hag an niveroù feurek (dindan stumm rannoù), hag perzhioù an niñvadurioù war an niveroù-mañ.

An danvez-mañ a voe ledet da-heul dre c'hannadur studi niveroù all evel an niveroù gwerc'hel (dindan stumm un dispakadur dekredel anvevenn) pe c'hoazh meizadoù diorroetoc'h, evel an argemmvac'hañ pe an daouvonad.

Niveroniezhoù diforc'hek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niveroniezh elfennel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An droienn niveroniezh elfennel a ziskouez gwezhave furm eeunañ ar jedoniezh, desket d'ar skol elfennel. Bez' emañ anezhi, evit ar pep retañ, eus studi an niveroù hag eus ar jedadurioù elfennel (sammadur, lamadur, liesadur, rannadur).

An termen-mañ a ziskouez ivez diazezoù kalvezerezh an niveroniezh. An ostilhoù arveret zo ar rannadur euklidel, skorlakadenn Euklid, delakadenn Bachet-Bézout pe c'hoazh delakadenn ziazez an niveroniezh. Kevaraezañ a ra da zienaat delakadennoù e-giz hini Wilson pe c'hoazh delakadenn vihan Fermat.

An eil asantadur-mañ a 'n termen zo studiet er pennad munudet.

Niveroniezh mollel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Damkaniezh aljebrek a 'n niveroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niveroniezh ar polinomoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù liammet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Yann-Baol An Noalleg, Jedoniezh I (Preder, 1998)
  • Yann-Baol An Noalleg, Jedoniezh II (Preder, 2001)
  • Yann-Baol An Noalleg, Geriadur ar Jedoniezh (Preder, 2003)