Niver naturel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar c'hevanion naturel a gevaraez da gontañ (un aval, daou aval, tri aval...).

Un niver naturel, a c'halver ivez kevan naturel, zo un niver kevan ha muiel.

Bez' ez eus anezho niveroù a gevaraez da gontañ ergorennoù pa vezont en ur c'hementad arskarek (da skouer ar bizied, pe delioù ur wezenn). Ne gevaraezont ket da vuzuliañ kementadoù kendalc'hek evel un hed, un ec'honad pe un tolz.

Ar mennozh zo da zesellout mann evel ur c'hevan naturel zo nevez a-geñver.

Daoust ma seblant nadel ar c'heal-mañ, o zermenadur furmel e jedoniezh n'eo ket bet ken aes da fetisaat. Aksiomoù Peano a zespiz teskad ar c'hevanion naturel, noted N pe teskad ar c'hevanion naturel dioueret a 'n elfenn mann.