Niver
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Niver : (brezhoneg kozh nimer, kembraeg nifer, kerneveureg nyver hag iwerzhoneg uimhir, diwar al latin numerus)
Un elfenn difetis (c'houbar) eo an niver, gantañ e vez deskrivet ur c’hementad en un doare resis.
E-keñver an istor int degouezhet en urzh-mañ :
- Ar c'hevanion naturel,
- Ar c'hevanion daveel,
- An niveroù feurek,
- An niveroù gwerc'hel,
- An niveroù kemplezh,
- An niveroù hiperkemplezh,
- An niveroù p-adek,
- An niveroù trehontel,
- An niveroù hipergwerc'hel,
- An niveroù brizh-gwerc'hel.
N’eo ket dic’hortoz-kaer an dra-se : eus an doare da vuzuliañ e teuomp da teknikoù danzeet-fin.
Ar c’hompren eus harz an niveroù feurek, hag eus ar red d'an niveroù gwerc'hel a voe glac’harus evit ar bitagorisianed, hervez kont e voe fin ar Skol-se gant kement-se…