Nina Hagen

Eus Wikipedia
Nina Hagen en Aalborg (2003)

Catharina Hagen, lesanvet Nina Hagen, zo un ganerez-sonaozerez alaman, hag ivez un aktourez hag advouezhourez. D’an 11 a viz Meurzh 1955 eo ganet e Berlin ar Reter, e Republik Kevreadel Alamagn. « Maeronez alaman ar Punk » e vez anvet a-wechoù ha levezonet he deus an New Wave alaman. Anavezet eo evit he doare dibar da ganañ. Meskañ a ra he mouezh teknik ar c’han lourennnek ha nerzh ar punk, dreist-holl pa oa e barr he brud, er bloavezhioù 70 ha 80.

Da gentañ he deus c’hoariet e filmoù alaman gant he mamm Eva-Maria Hagen. War un dro he deus krouet ur strollad punk ha bet eo oc’h ober un droiad en Alamagn ar Reter gantañ. Ur bern sonadegoù er bed-holl he deus graet, he-unan pe gant he strollad.

Gwelet e veze en abadennoù skinwel en he bro, lec’h m’he deus c’hoariet ouzhpenn se. Advouezhiañ he deus graet ivez, evit tresadennoù-bev ha filmoù evit bugale.