Nikolaiviertel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Nikolaiviertel hag ar Spree
Nikolaikirche

Nikolaiviertel (karter Sant Nikolaz) a zo ur c’harter istorel eus Berlin. A-fet melestradur ez eo ul lodenn eus Mitte, hag e-barzh arondisamant Berlin-Mitte emañ. War ribl reter ar stêr Spree emañ, hag etre ar stêr, Rathausstraße, Spandauer Straße ha Mühlendamm emañ. Lodenn annezet koshañ (Altberlin, Berlin gozh) eo. E-kreiz ar c’harter emañ Nikolaikirche (iliz Sant Nikolaz).