Nikki Ziering

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Nikki Ziering
Skeudenn
Anv ofisiel Natalie Schieler
Ganedigezh 9 a viz Eost 1971 e Norwalk, California, SUA
Norwalk (California) California, SUA
Broadelezh Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Micher(ioù) aktorez, diskouezer-c'hiz
Filmoù brudet American Wedding
Pried(où) Rick Reynolds
Lec'hienn genrouedad http://nikkiziering.com
IMDB http://www.imdb.com/name/nm0956287/


Nikki Schieler Ziering (9 a viz Eost 1971 e Norwalk)[1] a zo un aktorez ha un diskouezer-c'hiz stadunanat a-orin norvegiat[2]. Bet eo bet playmate ar miz er mizieg Playboy e miz Gwengolo 1997. A-raok e oa bet div wech war golo ar mizieg-se, e miz Gouere 2003 hag e miz Eost 2007. A-raok he doa bet gwisket ha diskouezet dilhad kouronkañ daou verk : Venus Swimwear ha Frederick's of Hollywood. Gwelet eo bet ivez en abadenn skinwel The Price Is Right etre 1999 ha 2002[3]. Estreget an abadenn-se he deus kemeret perzh e Celebrity Love Island hag e I'm a Celebrity...Get Me Out of Here!, Ultimate Blackjack Tour[3], Hulk Hogan's Celebrity Championship Wrestling[3] hag ivez The Grill. Evit a sell ouzh ar sinema eo bet gwelet en American Wedding, National Lampoon's Spring Break ha National Lampoon's Gold Diggers.

Buhez prevez[kemmañ]

Cheñch kredenn a reas da zont da vezañ yuzev a-raok dimeziñ gant Ian Ziering d'ar 4 a viz Gouere 1997. D'an 28 a viz C'hwevrer 2002 e tispartijont. Asambles gant Rick Reynolds he deus bet ur verc'h, Tatum Ella Reynolds hec'h anv, ganet d'ar 27 a viz Meurzh 2009.[4]

Filmoù[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.