Niccolò III d'Este

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn da Niccolò III d'Este
Niccolò III d'Este
Ardamezioù Niccolò III d'Este

Niccolò III d'Este, pe Nikolaz III, ganet d'an 9 a viz Du 1383, ha marvet d'ar 26 a viz Kerzu 1441, a oa condottiero italian ha markiz Ferrara en Italia ar XVvet kantved.

Mab e oa da Alberto V d'Este ha d'e bried-kleiz Isotta Albaresani. Pa varvas e dad e 1393, ne oa nemet dek vloaz, hag ur c'huzul a voe aozet da c'hortoz ken e vije kozh a-walc'h da ren. Gwarezet e oa ar c'huzul gant Republikoù Venezia, Firenze ha Bologna. D'ober en devoa war-dro enebiezh Azzo X d'Este. Hennezh a oa jeneral dindan Gian Galeazzo Visconti, dug Milano, ha diskenn a rae eus Obizzo II d'Este. Hervezañ n'halle ket ur mab bastard ren, daoust ma oa bet anavezet Niccolò gant ur builh digant ar pab .

Pa voe bac'het Azzo gant Astorre Iañ Manfredi e voe sederaet an oabl us d'e benn. En 1397 e timezas da Gigliola da Carrara, merc'h da Francesco II da Carrara, aotrou Padova.

En 1403, e kemeras perzh er C'hevread savet a-enep dug Milano, ha lakaet e voe e penn armeoù ar pab gant Bonifas IX. En 1405, e roas douaroù kozh an tiegezh, e-kichen Este, da Venezia.

En 1410, ec'h urzhias teir skouerenn eus Fior di Battaglia, un dornskrid diwar-benn arz ar brezel.

En 1413, ez eas da birc'hirinañ d'an Douar Santel.

En 1418 e timezas da Parisina Malatesta, merc'h da Andrea Malatesta.

Aon gantañ rak galloud Filippo Maria Visconti, e roas Parma dezhañ.

E 1425 e reas kondaoniñ ha lazhañ e wreg Parisina war un dro gant e vab bastard Ugo d'Este dre m'o devoa avoultret. Er bloavezh-se en-eeun e voe anvet da bennjeneral ar C'hevre a-enep ar re Visconti, eus Milano.

E 1429, e anvas e vab bastard Leonello d'Este da hêr ar varkizelezh, diwar-goust e vab hervez lezenn Ercole Iañ d'Este. Pa voe dalc'het sened-iliz 1438 e voe anavezet Niccolò III d'Este evel unan eus priñsed veur Italia.


Dimezioù ha bugale [kemmañ]

E vesterd [kemmañ]

11 bugel bastard en doa:

  • Ugo d'Este, a lakeas dibennañ d'an 21 a viz Mae 1425, dre'n abeg m'en doa avoultret gant e lezvamm, Parisina Malatesta,
  • Meliaduse d'Este, abad Pomposa ha Ferrara, (1406 - 1452), mab da de Caterina Medici.
  • Leonello d'Este (1407 - 1450), mab da Stella de' Tolomei.
  • Borso d'Este (1413 - 1471), mab ivez da Stella de' Tolomei.
  • Alberto d'Este (1415 - 1502), mab da Filippa della Tavola.
  • Isotta d'Este (1425 - 1456), merc'h da Filippa della Tavola. Dimeziñ a reas
  • Beatrice d'Este (1427 - 1497), a zimezas da Niccolò de Correggio.
  • Rinaldo d'Este, aotrou Ostellato (war-dro 1435 - 1535), mab da Anna de Roberti.
  • Branca Maria d'Este (18 a viz Kerzu 1440 - 12 a viz Genver 1506). Merc'h da Anna de Roberti. Dimeziñ a reas da Galeotto Iañ Pico, aotrou ar Mirandola.
  • Gurone d'Este (marvet en 1484), abad,
  • Camilla d'Este, a zimezas da Rodolfo da Varano, eusCamerino.

Lennadurezh [kemmañ]

  • L. A. Muratori, Delle antichità Estensi, Modène, 1717.
  • G. B. Pigna, Historia dei Principi d'Este, Ferrare, 1570.