Nh (lizherenn)

Eus Wikipedia

Un divc'hrafenn latin eo Nh, nh, implijet gant ar portugaleg diwar levezon istorel an okitaneg evit skrivañ ar son kensonennel [ɲ] (kevatal da gn hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg).

E vietnameg e vez distaget /ɲ/ e penn-kentañ ur ger ivez met /ŋ/ e diwezh ur ger.

E kembraeg e vez implijet evit skrivañ ar son [nh] hag a deu, peurliesañ, diwar kemmadur dre fri al lizherenn t, da skouer tad > fy nhad (“ma zad”).

E yezhoù zo komzet en Afrika hag ivez e yezhoù Aostralia e vez implijet evit skrivañ ar son [n̪].


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.