Ngũgĩ wa Thiong'o

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ngũgĩ wa Thiong'o o sinañ levrioù e Londrez e 2007

Ngũgĩ wa Thiong'o (distaget [ŋɡoɣe wa ðiɔŋɔ]) zo ur skrivagner eus Kenya, ganet d'ar 5 a viz Genver 1938. Ouzhpenn romantoù ha pezhioù-c'hoari, en deus embannet skridoù diwar-benn an trevadennerezh ha diwar-benn ar yezhoù en e vro.

Ganet eo bet James Thiong'o Ngugi e-kreiz Kenya. Skrivet en deus e romant kentañ e saozneg, Weep Not, Child, pa oa studier e skol-veur Leeds e Bro-Saoz. Embannet e voe 1964.

Kenlabourat a reas gant Ngugi Wa Mirii evit sevel ar pezh-c'hoari Ngaahika Ndeenda (I Will Marry When I Want), diwar-benn an direizhderioù e kevredigezh Kenya. Harzet e voe Ngũgĩ e 1977, abalamour d'ar pezh-c'hoari-se ha toullbac'het e voe hep prosez. Pa oa er vac'h e tivizas skrivañ en e yezh vamm, ar gikouyoueg, kentoc'h eget e saozneg. Neuze e skrivas e romant kentañ er yezh-se, Caitani Mutharabaini, war baper privezioù. Degemeret e voe da brizoniad politikel gant Amnesty International ha lezet e voe da vont, da-heul, e miz Kerzu 1978[1].

Abaoe an amzer-se e klask Ngũgĩ lakaat ar skrivagnerien all eus Afrika da skrivañ en o yezh vamm ha n'eo ket e yezhoù estren evel ar saozneg pe ar galleg.[2]

Notennoù[kemmañ]

  1. Ngugi Wa Thiong’o: A Profile of a Literary and Social Activist
  2. Queries over Ngugi’s appeal to save African languages, culture, er gazetenn Daily Nation, 13 a viz Mezheven 2009

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.