Nevis
Eus Wikipedia
Nevis hag an inizi amezek e-pad dislonk menez-tan Montserrat (e-kreiz). A grec'h da draoñ, (en tu kleiz): Sint Eustatius, Saint-Kitts, Nevis, (en tu dehoù): Barbuda, Antigua, Gwadloup.
Main Street, Charlestown, Nevis.
Nevis zo unan eus inizi an Antilhez Bihanañ, er Mor Karib, hag ar stad vihanañ kevredet e kevredad Sant-Kitts-ha-Nevis.
[kemmañ] An anv
E-kerzh eil beaj Kristoc'h Koulm e 1498 e voe dizoloet gantañ un enezenn a anvas Nieves (abalamour da « Nuestra Señora de las Nieves » (da lavarout eo Itron Varia an Erc'hegi). Pa zeuas ar Saozon da chom enni e voe troet an anv ganto da Nevis.