Neville Longbottom

Eus Wikipedia

Neville Longbottom zo unan eus skolajidi Hogwarts e romantoù Harry Potter, skrivet J. K. Rowling. Ar skrivagner a ra anv anezhañ evit ar wezh kentañ e Harry Potter ha maen ar furien, er rannbennad VI.


Neville Longbottom (Neville Longdubas e galleg) zo bet ganet d'an 30 a viz Gouere 1980. Deiz koshoc'h evit Harry eo eta. Mab daou sorser bras eo : Frank hag Alice Longbottom, Aurored anavezet ha deut-mat gant an holl hag a oa izili eus kentañ Urzh ar Feniks. Met bourreviet int bet gant an debrerien marv kement ha ken bihan m'o deus kollet o fenn.



Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Neville Londubat e L'Encyclopédie Harry Potter