Neutralizadur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen neutralizadur pe liveadur (saoz.: neutralisation) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ar fed ma teu da vezañ liveet un diforc'h etre daou fonem. Da lâret eo e kenarroudoù fonetikel pe fonologel 'zo ne vez ket enebiet ken fonemoù resis dre ma'c'h a da get an diforc'h etre perzhioù resis:

Neutralizadur al lec'h distagañ Bez' ez eus e saozneg tri fonem dre fri enebiet an eil ouzh ar re all peurliesañ:

sum (/sʌm/: "sammad"/"sammadur")
sun (/sʌn/: "heol")
sung (/sʌŋ/: "kanet")

Ne vez ket enebiet ar sonennoù dre fri-mañ avat dirak ar c'hensonennoù dre serriñ (/p, t, k/) e diabarzh an hevelep morfem:

/m/ nemetken dirak /p/
/n/ nemetken dirak /t/
/ŋ/ nemetken dirak /k/


Neutralizadur ar vouezh: E brezhoneg, evel meur a yezh all, en o zouez an alamaneg, an izelvroeg, an turkeg hag ar ruseg, e vez divouezhiet ar kensonennoù dre serriñ e dibenn ur ger, da lâret eo e vez liveet an diforc'h /t/ ~ /d/, /p/ ~ /b/, /k/ ~ /g/ e dibenn ar gerioù, d.s. "boaz" (anv-kadarn) distaget dres evel "boas" (anv-gwan) daoust d'an doare-skrivañ.

En afrikaneg da skouer e teu meur a c'her da vezañ heñvelson abalamour d'al liveadur, d.s. hard ("kalet") distaget dres evel hart '("kalon").


Gwelit ivez:[kemmañ]

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.