Nestor Mac'hno

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Makhno.jpg

Nestor Ivanovitch Mac'hno, (Gouliaipole, 27 a viz Here 1889Pariz, 25 a viz Gouere 1934) (ruseg Нестор Иванович Махно) a zo un diveliour eus Ukraina.

Yaouankiz[kemmañ]

E dud oa bet serv, ha paour-razh e oant. E dad a zo marvet pa oa eñ 11 miz nemetken. Ranket en doa kuitaat ar skol da 10 vloaz, ha labourat evit sikour e familh. Gwezh kentañ dezhañ bezañ merket gant an amjustis a c’hoarvezas pa welas paotrig ur marchosi bezañ skoet gant e vistri. 13 vloaz e oa. Goulenn a reas sikour digant implijidi all, hag int da spontañ ar perc'henn. Skoet eo bet kalz gant ar c’hentañ taol-freuz-mañ. E 1906 ez eas en darempred gant labourerien-douar anarkour eus Gouliai-Polie. Stenn mat oa an Tsar d’ar c’houlz-se. Ouzhpenn embann ha skignañ traktoù a rae ar strollad labourerien-mañ : oberiant-tre oant, ha ne oant ket nec’het respont kenkent da feulster ar gouarnamant. E-touez o obererezh e c’heller menegiñ an diberc'hennañ. Dezvet o doa ar "spont du" a-enep d’an tsarouriezh. Harzet oa Nestor Makhno, gant 13 den all goude taol-spont c’hwitet ar strollad Gouliai-Polie a-enep da gouarnour ar proviñs, hag a-enep d’ar gevrenn lec’hel an Oc'hrana. Ne vo ket kondaonet d’ar marv a-drugarez d’e oad, met chom a raio en toull e-pad 9 bloaz, da lâret eo betek deroù an dispac’h. En toull-bac’h e tizoloas ar C’henskoazell gant Pêr Kropotkin. Ober a reas ivez anaoudegezh gant Piotr Archinof met ivez gant mevelerezh an dud desket. Adalek an deiz-mañ, ne gredas ket ken en onestiz dispac’hel ar ||politikerezh|bolitikourien]]. Dieubet, ez eas en-dro en darempred gant diveliourien Gouliai-Polie. Dizemglev a savas kenetrezo. Ouzhpenn bruderezh a felle da Nestor Makhno ober. Krouiñ a reas neuze un Unvan al Labourerien Douar (d’an 29 a viz Meurzh 1917). Ur soviet e teuio da vezañ, levezoniñ a raio un toullad mat a dud tro-war-dro. Ar vicherourien hag al labourerien a stagas en-dro gant an diberc’hennañ hag ar strollañ douaroù, stalioù ha tier-labour. D’ar memes koulz e voe savet kumunioù, diazezet war ar volontez-vat, ar c’hengred, hag emveradur stalioù zo. Dilennet e voe Nestor Makhno e penn ar c’homite komun. Divodet e voe ar Vodadeg Sevel Lezennoù d’ar 6 a viz Genver 1918. Ken luziet oa an traoù, ma profitas armeoù Aostria hag Alamagn evit klask aloubiñ Rusia ha lakaat en arvar ren ar volcheviked. D’an 3 a viz Meurzh 1918 e voe sinet emglev Brest-Litovsk gant Lenin. Disrannet e voe neuze impalaouriezh kozh Rusia. Dindan beli Alamagn e voe Ukraina neuze, ha distreiñ a reas ar berc’henned hag ar vistri er vro. Tud disuj a savas (en o zouez tud a youl vat o tont eus Gouliai-Polie) evit reiñ dorn da dud Alexandrovsk ha skarzhañ arme ac’hubiñ Alamagn. An Alamaned a gemeras tro evit ac’hubiñ Gouliai-Polie d’e dro. Nestor Makhno a yeas da Voskov. Eno ez eas e darempred gant diveliourien a gavas kalz re c'houzañvus, hag ivez gant Lenin evit komz diwar-benn pezh a c’hoarveze en Ukraina. Distro en e vro, e klaskas sevel an dispac’h. Sevel a reas ar Mac'hhnovchtchina hollvrudet e miz Gwengolo 1918. Dindan 3 miz e tieubas ar vac'hnovisted un tamm mat eus reter Ukraina. Ur wezh trec’het an enebourien, e rankas lu Mac'hno stourm a-enep un enebour nevez : arme ar jeneral Anton Denikin.