Nel blu dipinto di blu

Eus Wikipedia
Domenico Modugno e 1958

Volare... oh oh... cantare... oh oh oh oh... nel blu, dipinto di blu, felice di stare lassù.

Nel blu dipinto di blu ( Er glas livet en glas) zo ur ganaouenn italianek brudet, anavezet ivez evel Volare, savet gant Domenico Modugno evit an ton ha gantañ ha Franco Migliacci evit ar son.

1958[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ ma voe kanet a voe er Festival di Sanremo e 1958. Goude-se e voe kinniget en Eurovision met ne deuas nemet da drede, pa voe loreet ur ganaouenn c'hallek peurankouaet. Hiziv e lavarer eo unan, da vihanañ, eus ar re wellañ bet kanet er genstrivadeg-se. Ouzhpenn-se, ur priz Grammy a dapas e 1958 ivez.

Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezet eo ar ganaouenn ivez evel "Volare", diwar an diskan, ha troet eo bet e meur a yezh:

  • "Воларе (Volare)" e ruseg;
  • "Dans le bleu du ciel bleu" e galleg,
  • "En el azul del cielo" e spagnoleg,
  • "Jouw ogen" en izelvroeg,
  • "Taivaan sinessä" e finneg
  • "Azul pintado de azul" e portugaleg.

Brud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe eo bet brudet er bed a-bezh, ken ez eo unan eus ar brudetañ kanaouennoù italianek biskoazh. Diaes eo menegiñ an holl ganerien o deus bet kanet ha sonenrollet anezhi. En o zouez:

Listennad kanerien o deus bet enrollet ar ganaouenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1959 e voe graet ur film anvet ivez Nel blu dipinto di blu


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]