Neith

Eus Wikipedia
Neith
R24
R25
pe
N35
X1
R24

E mitologiezh Henegipt e oa Neith un doueez kozh-kenañ, patronez eus Saou (Sais e gresianeg). Pried C'hnoum e oa pe, er Fayoum, hini Sobek. War speurennnoù an temploù hag ar bezioù egiptat e veze treset dindan neuz ur vaouez gant ur gurunenn ruz ganti war he fenn (arouez Egipt-Uhelañ). Daou vir kroaziet war ur skoed e oa hec'h arouez.

Doueez ar brezel hag ar gwiaderezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Doueez an hemolc'h hag ar brezel e oa-hi da gentañ. Kemer a rae perzh e trec'hoù ar faraoned er brezelioù. Dindan ar stumm-se an hini e oa bet heñvelekaet gant ar C'hresianed ouzh an doueez Atena[1]. En he stumm kentañ a zoueez ar brezel e lavared e rae armoù ar vrezelourien hag e tiwalle o c'horf pa varvent. Krediñ a reer e c'hallfe-hi bezañ kevatal an doueez berber ha kartagat Tanit (Ta-Nit).

Damheñvel ouzh ur stern-gwiadiñ e oa hec'h arouez hag abalamour da se ez eas da zoueez ar gwiaderezh ha gounid a reas hec'h anv a dalvez "gwiaderez"[2]. Gwarezerez ar maouezed e oa ha diwallerez an euredoù ivez.

Doueez ar re varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lavaret e veze ivez e wiade al lurelloù hag al liñselioù lakaet war ar balzamegoù evel ur prof evite.
Unan eus kargoù an douez a oa gwareziñ flugez ar roue war un dro gant Isis, Serket ha Neftis. En hec'h emell emañ al lestr kanopat zo ennañ stomog an hini marv. Lakaet e veze e reter ar bez ha stoufet e veze gant un taf, dezhañ neuz an doue Douamoutef alies, rak karg Neith e oa gwareziñ ha skoazell an doue bihan-se.

Emdroadur ar C'hredennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemplezh a-walc'h eo ar c'hredennoù o doa Egiptiz diwar he fenn. Dav eo gwelet amañ efed an amzer (en em droet eo ar c'hredennoù) hag eus niver ar mitologezhioù lec'hel a oa en Henegipt. He anv, a challe bezañ komprenet evel ar ger dour, a lakas Egiptiz da sellet outi evel personeladur an dourioù kentañ e-pad krouidigezh ar bed, e mitologiezh an Ogdoad, ha dre se evel mamm Ra. Abalamour ma oa deuet da vezañ un doueez eus an dour e voe sellet outi ivez evel mamm Sobek, an doue krokodil. Dre ma oa liammet ouzh an dour c'hoazh, da skouer an Nil, e voe sellet outi a-wezhioù evel maouez C'hnoum. C'hoarvezout a rae ivez d'an dud tostaat he roll e krouidigezh ar bed d'he karg eus doueez ar gwiadiñ ha lavaret e veze he doa gwiadet ar bed war he stern. Ploutarc'hos a skriv e oa skrivet war he zempl (Aet da get bremañ) : Me eo kement tra zo bet, a zo, hag a vo. Den krouet ebet n'eo deuet a-benn da sevel ar ouel a c'holo ac'hanon.
Kalz diwezhatoc'h he roll douez ar brezel a lakas Henegiptiz da heñvelekaat anezhi ouzh Neftis (hag ouzh Anouket), eus navad Heliopolis, ha dre se da sellet outi evel gwreg Set. En despet da se ne veze ket gwelet fall. Lavaret e veze he doa erbedet e vefe kemeret Horus da faraon e-pad ar brezel etre Horus ha Set, evit tron Egipt.

Azeulerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En e enor e veze lakaet alies maouezed an tiegezhoù roueel en hec'h anv. Da skouer e oa anv ur rouanez eus ar VIvet tierniezh a oa dimezet gant ar faraon Pepi II. Kavout a reer he firamidenn e-kichen hini he gwaz etre Saqqara ha Dashur.
En e varr e voe e azeulerezh e-pad ar XXVIvet tierniezh egiptat (VIIvet kantved kent J.-K.) dre ma oa a orin eus Sais.

Ur fest bras, anvet "Fest ar c'hleuzeurioù", a veze dalc'het bep bloaz en hec'h enor, hag hervez Herodotos e veze devet ur bern goulaouennoù gant he azeulerien e diavaez an tier e-doug an noz d'ar mare-se. Kavout a reer ivez roudoù eus azeulerezh ur vaouez marvet a deuet da vev en-dro zo liammet gant Neith hag a laka da soñjal en azeulerezh Osiris.

Er sevenadur hiziv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Neith zo unan eus an doueezed pennañ azeulet gant Amazoned Bana-Mighdall el levr bannoù-treset Wonder Woman.
  • Neith eo anv ar framm kelc'htreiñ bleniet gant Viola e Zone of the Enders, ur c'hoari video evit PS2.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. En e levr anvet Timaios e tisklêr Platon e oa an doueez gresian 'Atena' dindan un anv all, daoust ma n'o deus ket ar memes orin tamm ebet evel just :"En delta egiptat, ma tisparti dourioù an Nil en e benn, ur bastell-vro zo hag a zo anvet pastell-vro Sais, ha graet e vez Sais ivez eus kêr vras ar c'hornad, zo ar geoded a zeu ar roue Amasis diouti. Un doueez diazezerez o deus keodediz ; Anvet eo Neith e yezh Egiptiz, hag e asuront ez eo ar memes hini zo anvet Atena gant an Hellened."
  2. Hag a laka da soñjal er brezhoneg "nezañ"


A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg