Ned Thomas

Eus Wikipedia

Ur c'helenner skol-veur hag ur skrivagner eus Kembre eo Ned Thomas (Edward Morley Thomas ent leun). Ganet eo bet e 1936 e Little Lever, e Lancashire, e Bro-Saoz). Dont a reas da Gembre da chom e 1968 hag un den anavezet eo war dachenn ar stourm evit ar c'hembraeg ha gwirioù broadel Kembre.

E vuhez hag e labour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kembreiz ha kembraegerien e oa tud Ned Thomas. Tremen a reas e yaouankiz e meur a lec'h e Bro-Saoz, war douar-bras Europa hag e kreiz Kembre. Goude studioù e Oxford, e labouras evit ar gazetenn The Times e Londrez hag evel skridaozer kelaouenn rusianek kannati Breizh-Veur e Moskov. Kelenn a reas ivez e skolioù-meur Moskov ha Salamanca, e Spagn.

Ur post kelenner saoznek a dapas e skol-veur Aberystwyth e 1969. E skridoù, d'ar mare-se, a levezonas kalz ar stourm evit ar c'hembraeg er bloavezhioù 1970. The Welsh Extremist eo titl al levr saoznek a zeuas er-maez gantañ e 1971. El levr-se e veze deskrivet ha dielfennet stad ar yezh e kevredigezh Kembre hag ar stourm eviti hag evit ar vro. Ul levr a bouez e voe evit displegañ d'ar saoznegerien eus Kembre ha d'ar Saozon petra eo talvoudegezh ar c'hembraeg evit ar gembraegerien, ha kement-se d'ur mare ma rae berzh ar stourmoù yezhel ha politikel kaset war-raok gant ar vrogarourien e Kembre ha d'ur mare ivez ma veze graet goap anezho er c'hazetennoù saoznek. Skridoù Ned Thomas o deus bet ul levezon vras war an emsav kembraek e fin an XXvet kantved ha war kresk ar mennozhioù eus an tu kleiz en emsav-se.

Savet e voe ar gelaouenn saoznek Planet (the Welsh internationalist) gant Ned Thomas ivez. E deroù ar XXI kantved e voe-eñ kadoriad Cwmni Dyddiol Cyf., ar gompagnunezh savet evit embann ur gazetenn gembraek pemdeziek anvet Y Byd[1].

E levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • George Orwell (1965). Studiadenn.
  • The Welsh Extremist (Gollancz, Londrez, 1971)
  • Poet of the Islands (1980)
  • Waldo Williams (1985). Studiadenn.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Y Byd