Nec'htnebef Iañ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sfiñs Nec'htnebef I e Louxor

Nec'htnebef I (C'heperka Rê) a renas eus -380 da -362 hag unan eus an Egiptiz diwezhañ a renas war rouantelezh Henegipt eo. Brezel a reas d'ar Bersed ha d'o c'hevredidi c'hresian.

Nec'htnebef a gemer ar galloud[kemmañ]

Nec'htnebef, mab Djedhor, anvet Tachos hervez an istorourien c'hresian, priñs Sebennitos, harpet gant kloer Sais, a gemeras ar galloud e Mendes goude ma oa en em zizc'hraet diouzh Neferites II, faraon diwezhañ an XXIXvet tierniezh. Pa oa aet Neferites kentañ da anaon, ar stourmoù evit ar galloud o doa diskuliet kevezerezh ar c'hostezennoù disheñvel a oa e penn ar vro. Ar gloer a oa ar gostezenn bennañ eus ar stourm-se, a-dal d'ar c'heodedoù bras a genwerzhe kalz gant ar c'hontouerioù gresian eus reter ar Mor Kreizdouar hag a oa disheñvel o falioù[1].

Dont a reas Hakor a-benn da stabilaat al luskadoù-se e-pad e ren hag e talc'has penn ouzh arme ar Bersed. E warlec'hiad Neferites II avat a oa gwanaet gant ar c'hevezerezh-se hag a oa diskaret buan gant priñs Sebennitos. Da varv Hakor, Nec'htnebef a embannas e oa hêr gwirion lignez Neferites I hag e -380 e teuas a-benn da bignat war dron Henegipt. Harpet e oa gant an arme ha gant ar gostezenn eneppersed gresian.

Ar brezel gant ar Bersed[kemmañ]

Kregiñ a reas ar brezel gant ar Bersed e -373, ha goude bezañ bet faezhet ur wezh kentañ e Delta an Nil e teuas soudarded Nec'htnebef a-benn da gemer an tu-kreñv en-dro o tennañ o mad eus an dizemglevioù a rene etre ar Bersed hag o c'hevredidi c'hresian[2]. E-pad an emgann e oa skoazellet ar Bersed gant listri ar bagadoù gresian renet gant Ifikrates ur strategour atenat a doullas linennoù difenn an Egiptiz hag a roas evel-se un degouezh dispar da drec'hiñ d'an alouberien. Met an disfiz a rene etre ar jeneraled gresian hag ar Bersed a zaleas o strivoù ha Nec'htnebef a dennas e mat eus deroù dic'hlann an nil e penn kentañ an hañv. Argadiñ a reas ha c'hwennat a reas bagadoù ar Bersed goude m'en doa dispartiet an daou strollad. Pa welas e oa koll ar Bersed en un doare ken drastus e tec'has ar strollad listri gresian ha peurest arme ar roue meur a oa argaset eus delta an Nil a oa deuet da vezañ ur griped[3]. Goude faezhidigezh arme ar Bersed en em savas proviñsoù Impalaeriezh an Ac'haemenided an eil re war-lerc'h ar re all. Rediet e oa ar Roue meur da ampellat e raktresoù da gemer rouantelezh Henegipt en-dro.

A-drugarez d'an trec'h-se e c'hounezas Henegipt tregont bloavezh goursez. Ren Nec'htnebef a voe deroù un nevezadur diwezhañ eus arz ha galloud Henegipt a chomas dizalc'h un nebeud degadoù bloavezhioù daoust d'ar galloud persat.

Kregiñ a reas ur prantad berzh-mat nevez evit ar vro neuze. Loc'hañ a reas ar c'hoñvers gant ar Sav-heol ha gant Bro-C'hres en-dro.


Oberenn ar faraon[kemmañ]

Sevel hag adsevel a reas Nec'htnebef Iañ kalz eus temploù pennañ Henegipt a oa adunvanet evit ar wezh diwezhañ gant ur faraon eus ar vro. Lakat a reas sevel savadurioù e Sais hag e Bubastis.

En Heliopolis e kaeraas santual an doue . Delwennoù leoned en o gourvez en e anv a c'haller gwelet hiziv e Roma a oa bet degaset eno evit templ Isis da vare an impalaeriezh. Er penn kentañ e kinklent dor unan eus ar santualoù eus kêr an heol. O sevel an hevelep monumantoù e kendalc'he gant oberenn e ziaraogidi hervez an hengoun saitek.

Sevel a reas an temploù dismantret er vro a-bezh evel Louksor ha Filae. Lakaat a reas adsevel ivez murioù ar santualoù pennañ e Tanis, Heliopolis ha marteze e Memfis zoken.

Templ bras Amon-Rê e Karnak

]]

Mirout a rae al lezennoù ha sevel re nevez a voe skrivet war stelennoù greunvaen lakaet e pep hini eus kêrioù bras Henegipt. Dekred Naucratis, da skouer, a zivize an telloù a ranke kement marc'hadour estren, ar C'hresianed peurgetket, a dremene dre zelta an Nil paeañ da dempl Neith e Sais. Dizoloet ez eus bet ur skouerenn nevez eus ar stelenn-se a-vaez da Aboukir nepell diouzh Aleksandria.

Pelloc'h er c'hornôg e lakaas sevel en-dro un templ gouestlet da Amon, e Hibis en oaziz Khargeh, a vo kaeraet dibaouez gant e warlerc'hidi.

Sevel a reas un templ all en Abidos ma oa adkavet un naos e darnaouek zo war-ziskouez hiziv an deiz e mirdi Henegipt Kaero. Dindan e ren ivez e oa savet ar c'hentañ mammisi e Denderah. Savet e vo ar seurt savadurioù nevez-se en un doare sistematek en holl santualioù ar vro dindan al Lagided.

Diorren a reas Karnak o kregiñ da sevel kentañ amzor an templ, met ivez ur voger e brikez diboazh. Ar memes tra a reas e Louksor ha lakaat adkempenn an dromos zo dirak templ Amon-Min ma kaver e ditloù war holl ar sfiñsoù. Dindan e ren eo erziwezh e oa savet santual Isis e templ Filae e-tal Assouan


Notennoù[kemmañ]

  1. s.o. Pirenne, L'Égypte divisée en face de la menace perse, p. 308-310
  2. E deroù ar IV kantved kent J.-K. emañ ar Bersed hag Henegiptiz o stourm abaoe ouzhpenn dek vloaz oc'h harpañ pep hini d'o zro war bagadoù goprsoudarded c'hresian. s.o. N. Grimal
  3. s.o. Ibidem, Le retour à l'indépendance