Neandertal

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar stêr Düssel el lec'h ma voe kavet den Neandertal

An Neandertal (en alamaneg), pe traonienn Neander, zo un draonienn vihan ma red ar stêr Düssel, e stad alaman Rhein-Westphalia, un 12 km er reter da gêr Düsseldorf. Rannet eo an draonienn etre kumunioù Erkrath ha Mettmann. E 1856 eo e teuas al lec'h da vout brudet pa voe dizoloet Neanderthal 1, kentañ Homo neanderthal
ensis da vezañ kavet.

Orin[kemmañ]

Dont a ra anv an draonienn (tal) eus hini Joachim Neuman (1650-1680), ur pastor a deu di alies, hag en doa gresianekaet e anv e Neander.

Ar vougev, pe das Gesteins", hag a vo anvet diwezhatoc'h "Neanderhöhle", a oa brudet he c'hened : pleustret e veze kenañ abaoe digoretal linenn houarn etre Düsseldorf ha Elberfeld en 1871.

Kavet e voe eskern er vougev, ha roete voent da Johann Carl Fuhlrott, e Elberfeld, hag a lavaras e oant re un den koshoc'h eget an hini modern, a voe graet Den Neandertal anezhañ, pe Homo neanderthalensis e latin, abalamour da vougev Neander.

Doareoù-skrivañ[kemmañ]

Daou zoare zo da skrivañ anv an draonienn : « Neandertal » eo a gaver er geriadurioù hiziv, met chomet eo an doare kozh « Neanderthal » , eus a-raok kempenn ar skritur e 1901, war an ti-hent-houarn hag ar mirdi. An doare kozh-se eo a gaver en anv skiantel an Homo neanderthalensis met an anv a vremañ eo a reer gantañ en Den Neandertal.

Etrezek traonienn Neander