Nanette Kaula

Eus Wikipedia
Nanette Kaulla, poltredet e 1829, da 17 vloaz, gant Joseph Karl Stieler , evit Schönheitengalerie roue Bavaria.

Nanette Kaula (1812-1876), a oa ur goantenn alaman e rouantelezh Bavaria en XIXvet kantved. Ar roue Ludwig Iañ Bavaria a roas urzh da Joseph Karl Stieler, livour al lez, d'he foltrediñ, ha war ziskouez emañ an oberenn e Poltredaoueg ar gened, e kastell Nymphenburg, ma'z eus dastumet 36 poltred eus itronezed a renk uhel eus kêr München, brudet-bras o c’hened.

Merc'h e oa da Raphael Kaula, un arc'hantour yuzev, penn ar gumuniezh e kêr München. Dimezet e oa e 1834 d'an arc'hantour Salomon Heine, a oa niz d'ar skrivagner Heinrich Heine.