Nana (Manet)
Eus Wikipedia
| Nana | |
| Édouard Manet, 1877 | |
| Eoullivadur war vezher | |
| 154 × 115 cm | |
| Kuntshalle | |
| Hamburg | |
| Alamagn | |
Nana zo un daolenn livet gant al livour gall Édouard Manet e 1877 ha nac'het e Saloñs Paris er memes bloavezh. Bez' ez eo unan eus an taolennoù (evel Olympia) ma klask an arzour poltrediñ serc'hed gopret. Graet e oa bet tri bloaz a-raok embannadur romant Zola. Krediñ a reer e voe dibabet an anv-se gant al livour pa ouias anv romant ar skrivagner.