Na Roinn Ileach

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Na Roinn Ileach (The Rinns of Islay) eo anv lodenn gornôg Ìle.

Na Roinn Ileach, anavezet ivez evel The Rinns of Islay (pe The Rhinns of Islay) e saozneg, eo anv al ledenez e kornôg Enez Ìle (Islay e saozneg), en Inizi Gall e Bro-Skos. Enni emañ kêriadennoù Port Sgioba ha Port na h-Abhainne.

Emañ tour-tan Na Roinn Ileach en Enez Orasaigh (Orsay e saozneg), er c'hreisteiz d'al ledenez.

Gwel etrezek lodenn reter Na Roinn Ileach adal Beinn Tart A' Mhill, lec'h uhelañ ar c'hornad, dreist lost Loch an Dàla etrezek An Obha.

Liamm diavaez[kemmañ]