Nō (c'hoariva)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

No pe (japaneg: 能, ) a vez graet eus unan eus pennstummoù c’hoariva dramaek ha sonerezhel Japan a bleustrer warnañ abaoe ar XIVvet kantved. Evel ar c'h/Kyogen, ur c’hoariva fars m'eo liammet strizh outañ, e teu an Nō eus stummoù arzel war un dro pobl hag uhel. Menegiñ a c’haller ober en o zouez an Dengaku, ar Shirabyoshi hag ar Gagaku. E-pad marevezh Muromachi eo bet savet tres a-vremañ ar c’hoariva Nō gant Kan'ami hag e vab Zeami. Talvezout a reas da ziazez, diwezhatoc’h, evit stummoù arzoù dramaek all evel ar c'h/Kabuki. Daoust d'an Nō bezañ kollet e baeroniezh ofisiel e-doug marevezh Meiji eo bet anavezet da neuze, a-gevret gant ar c'hyogen, evel unan eus tri stumm ar c’hoariva broadel.

Heverk eo an Nō dre e stumm gorrek, heneuz, spartaek ha dre ar maskloù liesseurt implijet ennañ.

C'hoariva kanet eo an Nō ha se zo bet kaoz da dud zo ober opera Japan anezhañ. Ha padal, ober a ra an Nō gant ur skeul tonioù bevennet-mat, enni rannoù hirbad, adkanet alies, en ur skeul dinamek strizh. Sklaer eo n'emañ ket ar velodiezh e-kreiz ar c’han Nō. Koulskoude eo barzhoniel an testennoù anezhañ diazezet ma'z int war lusk japanek boas ar seizh-pemp, anavezet-mat gant ar re a oar eus ar wakaoù kentañ hag eus an haikouioù bet o tiorren diwezhatoc’h, krak an eztaoladur anezho ha puilh an damvenegoù enno.

C'hoariet e vez an Nō war ul leurenn zister graet gant koad Hinoki (siprez Japan). Diginkl eo al leurenn war-bouez ar c'h/"kagami-ita", anezhañ livadur ur wezenn-bin e foñs al leurenn. Meur a zisplegadur zo evit bezañs ar binenn, an hini boutinañ anezho a embann ez eo evit aroueziñ diskennidigezh an doueed war an douar diouzh al lidoù shinto. Ur merk dibar all eus a leurenn eo an Hashigakar, ar pont strizh war tu kleiz al leurenn implijet gant ar c’hoarierien pennañ evit mont tre warni. Diwezhatoc’h ez emdroio betek an Hanamichi er C'habuki.

Kontrol d'al leurenn diginkl ez eo flamm gwiskamantoù ar c’hoarierien. Kalz a c’hoarierien, dreist-holl ar re a c’hoari ar roll shite, zo gwisket gant seiz kaer ha gant brokard.

Renket e vez c’hoarierien an Nō e pevar pennrummad. Diouzh o zu e vez renket ar rolloù en eizh pennrummad :

  • Ar Shitekata, anezhañ c’hoarier boutinañ an Nō. Pleustriñ a ra war meur a roll evel :
    • "Shite" (Pennc'hoarier)
    • "Tsure" (kompagnun ar Shite)
    • "Jiutai" (Lazkaner, dre voaz e-tro 6-8 c'hoarier)
    • "Koken" (skoazeller leurenn, e-tro 2-3 c'hoarier).
  • Ar Wakikata, a c'hoari rol ar waki, anezhañ un adroll ha disc’hoarier ar shite.
  • Ar c'h/ Kyogenkata, anezhañ etrec’hoarier ar c'hyogen e-pad hag etre ar pezhioù.
  • An Hayashikata, anezho ar sonerien a son ar pevar benveg implijet er c’hoariva Nō, ar fleüt, an daboulin-dargreiz, an daboulin-skoaz, hag ar vazh-daboulin.

Boas eo ar pezhioù Nō da badout e-tro 30-120 munud ha kavet e vo enno an holl rummadoù c'hoarierien. Etre an arvestoù e kav e blas ar fars kyogen a zegas un disamm fentus. Hiziv an deiz ez eus e-tro 250 pezh en holl, renket e c'hwec'h rummad disheñvel aozet dre an dodenn anezho dre vras.

  • Okina/Kamiuta: ur pezh drezañ e-unan liammet ennañ an dañs hag al lid shinto. Ar pezh No koshañ eo.
  • 1 rummad: pezhioù doueed
  • Eil rummad: pezhioù brezelourien
  • 3de rummad: pezhioù merc’hed
  • 4re rummad: pezhioù merc’hed foll.
  • 5vet rummad: pezhioù diaouled.

Koñchenn Heike, anezhi ur gontadenn eus ar Grennamzer diwar-benn berzh ha diskar klan an dTairaed ha kanet e penn-kentañ gant menec'h dall a sone war lusk o biwa, a ya d'ober ur vammenn awen vras evit an Nō (ha stummoù dramaek all diwezhatoc'h), dreist-holl evit ar pezhioù brezelourien. Awenet eo bet an aozerien gant mammennoù klasel Japan (Nara ha Heian) ha Sina ivez.

Renablet e vez tro-dro da 1500 c'hoarier Nō a-vicher e Japan hiziv ha derc'hel a ra an arz-mañ d'ober berzh. Setu pere eo pemp skol c'hoariva an Nō a ya en-dro c’hoazh : Kanze (観世), Hosho (宝生), Komparu (金春), Kita (喜多), ha Kongo (金剛). E penn pep skol ez eus un tiegezh a vez graet Soh-ke anezho, hag aotreet eo ozac'h pep familh da sevel pezhioù nevez pe da lakaat c’hoari kanaouennoù. Gladdalc'hel a-walc'h eo kumuniezh ar c’hoarierien Nō ha miret pizh eo bet ganto an hengoun bet legadet dezho gant o diagentidi.

Hervez Zeami, e tlefe an holl pezhioù Nō mont diouzh un uhelvennad kenedel anvet 'Yugen', ur ger a dalvez soutil ha don e spered. Da vat e kaver en Nō sevenadur japanat ar c’havout ar gened er soutilder hag er furmoù.

==Pezhioù Nō brudet== (Diouzh rummatadur ar skol Kanze)

  • Aoi no uye -- " Aoi Itron al lez" (rummad 4)
  • Dojoji -- "Dojoji" (rummad 4)
  • Hagoromo -- "Ar vantell blu" (rummad 3)
  • Izutsu -- "Chafot ar puñs" (rummad 3)
  • Matsukaze -- "Avel reuziek" (rummad 3)
  • Sekidera Komachi -- Komachi e ti Sekidera (rummad 3)
  • Shakkyo -- "Pont mein" (rummad 5)
  • Shojo -- "Binim ar c'hornandon" (rummad 3)
  • Yorimasa -- "Yorimasa" (rummad 2)
  • Yuya -- "Yuya" (rummad 3)

Maskloù ar pezhioù Nō[kemmañ]

Maskl Nō
Maskl Nō

Bep a anv zo d'ar maskloù No (能面 nō-men pe 面 omote).

Peurliesañ ne vez gwisket ur maskl nemet gant ar Shite, ar pennc'hoarier. A-wechoù koulskoude e c’hall ivez an Tsure gwiskañ unan, dreist-holl evit c’hoari ur plac’h pe un anden (doue, diaoul pe loen). Maskloù Nō a gaver ivez evit ezteuler tud yaouank pe tud kozh. Diouzh an tu all, ar c’hoarierien divaskl a c’hoari rol ur paotr yaouank en e ugent, tregont pe daou-ugent vloaz. Divaskl eo an adc’hoarier waki eus e du ivez.

Pa vezont implijet gant ur c’hoarier ampart eo gouest ar maskloù nō da zeskrivañ tresoù from disheñvel hervez an doare da stouiñ ar penn hag ar mod d'o sklêrijennañ. Gallout a ra ur maskl anvev gwiskañ tres al laouenidigezh, an dristidigezh pe eztaoladurioù soutil. Lakaet eo bet war wel barregezh heverk ar maskloù-se gant studiadennoù Michael J. Lyons eus an ATR Intelligent Robotics and Communication Labs e Kyoto, Japan, ha Ruth Campbell, eus University College London; sellet ouzh maskloù Nō.

Liammoù diavaez (e saozneg)[kemmañ]

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.