Mohéli

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Mwali)
Kartenn Mohéli
Lec'hiadur Mohéli er C'homorez

Mohéli, pe Mwali, zo un enezenn eus Komorez, e Meurvor Indez. 290 km² eo he gorread ha war-dro 38 000 annezad zo enni. Fomboni eo ar gêrbenn.

Betek 1830 e oa Mohéli dindan beli sultanelezh Anjouan. Er bloavezh-se e teuas divroidi eus Madagaskar hag a savas sultanelezh Mwali eno. E 1886 e voe lakaet an enez dindan gwarez Bro-C'hall a-raok bezañ staget da vat ouzh ar vro-se e 1909. E 1975 e voe ul lodenn eus Stad dizalc'h Komorez.

Digevrediñ a reas diouzh Komorez d'an 11 a viz Eost 1997, ur sizhun goude Anjouan. Distreiñ a reas e Komorez e 1998 hag e 2002 e voe degemeret ur Vonreizh nevez hag a roe muioc'h a frankiz d'an inizi, pep a brezidant dezhe.