Mustafa IV
Mustafa IV, ganet d'an 8 a viz Gwengolo 1779, a voe 29vet sultan an impalaeriezh otoman.
Mab e oa da Abdülhamit I ha kenderv Selim III.
Ren a reas eus 1807 betek 1808.
Lakaet e voe war an tron a-drugarez d'un emsavadeg soudarded d'an 29 a viz Mae 1807. Un arme a voe savet neuze gant Alemdar Mustafa Pacha evit reiñ ar galloud da Selim III en-dro. E miz Gouere 1808 e teuas a-benn arme Alemdar Pacha da aloubiñ palez ar sultan. Evit mirout ouzh an emsavidi da adlakaat Selim III e penn an impalaeriezh e roas urzh Mustafa IV da lazhañ e genderv, asambles gant Mahmut, e vreur.
Selim III a voe lazhet a-raok o defe e bartizaned amzer da saveteiñ anezhañ. Mahmut avat a zeuas a-benn da dec'hel kuit dre an toennoù hag a voe lakaet da sultan gant an anv Mahmut II. Hemañ a lakaas Alemdar Pacha da sadrazam (vizir bras) evit trugarekaat anezhañ.
Goude-se e voe kaoz gant ar yenitcheried da glask lakaat Mustafa IV da sultan en-dro. Mahmut II a roas neuze an urzh da lazhañ anezhañ d'ar 17 a viz Du 1808.
| En e raok: Selim III |
Sultaned an Impalaeriezh Otoman 1807 – 1808 |
War e lerc'h: Mahmut II |
