Munio de Zamora

Eus Wikipedia
Skrid-bez Munio de Zamora e Santa Sabina Roma

Munio de Zamora oa ur beleg dominikan spagnol, bet seizhvet Mestr Urzh an Dominikaned hag eskob Palencia.

Ganet eo bet e Palencia e 1237. Aet eo da Anaon d'ar 7 a viz Meurzh 1300[1] pe d'an 19 a viz C'hwevrer 1300[2].

Ne ouzer netra diwar-benn penn kentañ e vuhez.

Degemeret e voe en Urzh ar Brezegerien e kouent San Pablo de Palencia e 1257. N'en doa ket studiet e Skolioù-meur met gwelet oa evel ur merour eus ar c'hentañ.

Dilennet e voe Priol Proviñs Spagn e 1281. Dilennet e voe estr an urzh e chabistr meur Bologna e 1285 daoust d'ar C'hallaoued bezañ klemmet abalamour d'e live a studi.

Kresket en do buan an urzh d'ar mare-se. Ne oa ket an holl izili nevez a live ha ret oa alies digas soñj eus reolennoù an urzh.

Unan eus oberennoù pouezusañ voe reiñ reolennoù da Drede urzh an dominikaned : Regula Fratrum et Sororum Ordinis de Paenitentiae Beati Dominici (Reolenn breudeur ha c'hoarezed penedourien ar Gwenvidig Dominig). Reiñ a reas evel-se reolennoù d'al laiked ha laikezed a felle dezho ren ur vuhez awenet gant hini ar vreudeur. Lakaat a reas laiked ha beleien parrez dindan levezon an urzh hag e roas dezho ur gefridi "o klotañ gant o buhez dezho". Kreskiñ brav a reas an trede urzh goude-se. Talvezout a ra ar reolenn-se betek 1923. Aprouiñ a reas neuze Ludwig Theissling ur reolenn nevez evit klotañ gant kemmoù gwir a Iliz bet embannet e 1917, Reolenn trede urzh lik Sant Dominig. Ur 640 vloaz bennak e padas reolenn Munio.

Embannet e voe hollad reolennoù an dominikaned gant ar Pab Nikolaz IV, ur fransiskan.

E-kerzh e brantad ren e voe dalc'het chabistroù meur Bologna, Pariz, Bourdel, Lucca, Trier, Ferrara ha Palencia. Rannet e daou e voe Proviñsoù dominikan Lombardia, Roma, Frañs, Spagn ha Provañs.

Ur wech dilennet Nikolaz IV e krogas brudoù da redek a-zivout Munio. Tamallet e voe dezhañ bezañ bet dilennet a-drugarez da sikour ar roue Sancho IV a Kastilha hag ar rouanez María de Molina. Prenet e vije bet mouezhioù. Ouzhpenn e veze tamallet dezhañ bezañ divarrek da lakaat izili an urzh da sentiñ ouzh ar reolennoù, ha doareoù bevañ direizh ar vreudeur gant leanezed kouent Santa María la Real de las Dueñas de Zamora peurgetket.

Daoust d'ar prouennoù bezañ diresis e tibabas ar Pab goulenn digant Munio reiñ e zilez e 1289. Nac'hañ a reas Munio ha dilennet e voe en-dro gant chabistr meur 1290. Goude bezañ bet en entremar ha levezonet gant tud zo marteze e tivizas ar Pab tennañ e garg digant Munio dre ur vuilh eus an 12 a viz Ebrel 1291. N'erruas ket ar builh betek ar chabistr peogwir e voe taget an dougerien gant soudarded Sancho. Rediet evo an urzh da sentiñ e 1292.

Kemm a reas an traoù. A-drugarez da skoazell ar roue Sancho e voe anvet Munio eskob Palencia gant asant arc'heskob Toledo e 1294, Gonzalo Gudiel hag aprouet gant ar Pab Selestin V. Daou vlaoz war-lerc'h e c'houlennas ar Pab Bonifas VIII tennañ e garg digant Munio evit abegoù lezennel. Lezel a reas Munio e garg ha skuizh ha dipitet e reas e annez e kouent-kreiz an dominikaned e Santa Sabina e Roma ma varvas e 1300. Beziet e voe eno er benniliz.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]