Muiden

Eus Wikipedia
Muiden
Muiden

Banniel Ardamezioù

Riez Izelvroioù Izelvroioù
Rannvro Holland
Proviñs Noor-Holland
Melestradurezh
Kumun Goise Meren
Kod post 1398 & 1399
+(31)
Douaroniezh

Lec'hiadur Muiden
Gorread
Douar
Dour
36,49 km²
14,45 km²
22,04 km²
Hedred 05° 04' R
Ledred 52° 20' N
Uhelder keitat: 0 m
Poblañs
Poblañs
hep kontoù doubl
6 261 (MAE 2014)
Stankter 433 a./km²

Lec'hienn ofisiel
Krugell an oadoù (01/01/2008)

Muiden (distagadur da selaou ) zo ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. E genoù ar stêr Vecht emañ, en ul lec'h anvet Vechtstreek.
Ur gumun e oa gwechall ; un tamm eus kumun Goise Meren eo hiziv.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar roud kentañ eus Muiden a zo deiziet e 953, pa roas Otto Iañ, impalaer santel da grouiñ ar gêr. D'ar mare-se e oa anvet Amuda, da lavaret eo "genoù ar (stêr) A". "A" a oa anv kozh ar stêr Vecht.

E 1122 e voe roet un nebeud gwirioù-kêr da VMuiden ha da Utrecht gant an impalaer Herri V,impalaer santel. An douaroù tro-dro da vMuiden a voe roet d'ar c'hont Floris V, hag e stagas gant sevel Kastell Muider e genoù ar stêr Vecht. E 1296 e voe roet gwirioù-kêr en-dro da vMuiden.

E 1673 e voe kaset skluzioù ar stêr Vecht da vMuiden ha brasaet ha kreñvaet (ur voger a voe savet e genoù ar stêr Vecht) e voent e 1676 evit ma ne vefe ket beuzet Muiden.

Mogerioù-kreñv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar mogerioù-kreñv kentañ a voe savet e-pad lodenn gentañ ar XVvet kantved. E 1590 e voe savet savennoù-douar da gemer plas ar mogerioù. Ramparzhioù a voe savet ivez, an holl draoù-se a voe aozet diwar ur steuñv gant Adriaen Anthonisz. Muiden a oa e penn norzh an Nieuwe Hollandsche Waterlinie. E-pad ar brezel etre Frañs ha Prusia e 1870 e voe kresket c'hoazh Stelling van Amsterdam, ha savet e voe Muizenfort ha kazarnioù Vestingplein. Holl aozadur ar mogerioù a voe kreñvaet ivez.

Lec'hioù dibar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Muiderslot

Al labouradeg poultr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1702 e voe divizet chom a-sav gant produiñ poultr en Amsterdam. Vroedschap (kuzul-kêr) Muiden a roas aotre da Reinier van Cuyk eus Amsterdam da sevel ul labouradeg poultr e kornôg Muiden er memes bloavezh. Berzh a reas al labouradeg betek ar Brezel-Bed kentañ ha serret e 1919, a-raok bezañ digoret en-dro e 1922. A-hed an XXvet kantved ez eas war gresk ar produiñ, tra ma kreske kêr Muiden war-du al labouradeg. E 1972 e voe anvet "Muiden Chemie". Reuz a savas er bloavezhioù 1980, pa voe lavaret e veze kaset poultr da Iran diaotre. Mont a reas ar stal da netra e 1990 hag adprenet e boe gant Britse Royal Ordnance, ur skourr eus British Aerospace. Goude un tan-gwall e 2001 e voe paouezet d avat gant ar produiñ poultr.

Tarzhadennoù abaoe 1883[1]:

  • 9 a viz Genver 1883 : tarzhadenn el labouradeg, 13 den marv, distruj el labouradeg hag e Muiden
  • 1886 : tarzhadenn, 2 zen marv, ul lodenn eus al labouradeg a voe distrujet
  • 1924/1925 : meur a darzhadenn, 1 den marv
  • 17 a viz Genver 1947 : tarzhadenn greunadennoù, 17 den marv, kalz distruj e Muiden
  • 1948 : tarzhadenn ur c'hreunadenn, 1 den marv
  • 1949 : tarzhadenn poultr, 1 den marv
  • 13 a viz Even 1963 : tarzhadenn el lec'h ma veze stoket an traoù
  • 2 a viz Even 1966 : tarzhadenn el labouradeg TNT, meur a zen gloazet ha kalz distruj e Muiden
  • 8 a viz Kerzu 1972 : tarzhadenn er sal-sec'hiñ, 2 zen marv, lakz distruj e Muiden
  • 30 a viz Mae 1983 : tarzhadenn, 3 den marv
  • 9 a viz Gwengolo 1983 : tarzhadenn, 1 den marv
  • 20 a viz Eost 2001 : tan-gwall er sal-pakañ

Kuzul-kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kuzul-kêr Muiden ez eus 13 dileuriad :

  • CDA - 2 zileuriad
  • D66 - 1 dileuriad
  • PvdA - 4 dileuriad
  • VIB- 3 dileuriad
  • VVD - 3 dileuriad

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. https://web.archive.org/web/20070929012922/http://www.muideninfo.nl/dePers/minfo-desluiz-0110.html Muiden Info: Het Kruit Eruit?

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.