Muhammadu Buhari

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Muhammadu Buhari (ganet d'ar 17 a viz Kerzu 1942) zo ur soudard hag ur politikour eus Nijeria, bet e penn ar Stad etre 1983 ha 1985.

Buhari a voe lakaet e penn Nijeria goude an taol-Stad a zistroadas ar prezidant dilennet Shehu Shagari d'an 31 a viz Kerzu 1983. Dindan e ren e voe gwallgaset e eneberien ha kaset armerzh ar vro d'ur stad fall. Distroadet e voe d'e dro gant un taol-Stad d'ar 27 a viz Eost 1985 ha bac'het e Benin City betek 1988. Lakaat a reas e anv e dilennadegoù prezidant 2003, 2007 ha 2011 met koll a reas anezhe. Bewech e nac'has anzav an disoc'hoù.