Muhammad ibn Mūsā al-Khwārizmī
Eus Wikipedia
Muḥammad ibn Mūsā al-Khwārizmī ( ابو جعفر) محمد بن موسى الخوارزمي)) a oa ur jedoniour, steredonour ha douaronour persian. Ganet e oa bet e Khwārizm (Khiva, hiziv en Ouzbekistan) war-dro 780 ha marvet e oa bet war-dro 850. E-pad an darn vrasañ eus e vuhez en-doa labouret e Ti-furnez e Bagdad. Brudet eo abalamour d'e labour war ar jedoniezh, dreist-holl, hag eus titl e oberenn bennañ, Hisab al-jabr w’al-muqabala, Kitab al-Jabr wa-l-Muqabala e teu ar ger aljebr er yezhoù europeat.