Mossad

Eus Wikipedia
Siell ofisiel Mossad

Mossad (anv klok : המוסד למודיעין ולתפקידים מיוחדים hag a dalvez « Ensavadur evit an titouroù hag an aferioù ispisial », Mossad a dalvez « ensavadur ») a zo unan eus teir ajañs titouriñ Israel.

Titouroù hollek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Deiziad krouidigezh : 13 a viz Kerzu 1949
  • Rener a vremañ : Meir Dagan
  • Niver a implijidi : kuzh (istimadur : 1500 implijiad)
  • Burev kreiz : Nes Ziyona, Israel [1]
  • Budget : kuzh

Perzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mossad a zo unan eus ajañsoù titouriñ Israel, evel Aman (titouroù arme) ha Shabak (surentez diabarzh). Rentañ a ra kont d'ar chentañ ministr nemetken. War dachenn Mossad emañ an titouriñ, an ene-sponterezh, an oberiadennoù ispisial e diavaez Israel hag an tiriadoù palestinian aloubet (hag a vez evezhiet gant Shabak, bet anvet Shin Beth, servij diabarzh an enep-spiañ hag an enep-sponterezh). Staliet eo ar pennoù-bras e Tel Aviv, ha soñjal a reer ez eus war-dro 1500 implijiad. Perzh Mossad a c'haller keñveriañ gant hini Secret Intelligence Service ha hini CIA. Perzhioù dibar a zo ivez, hag a zo stag ouzh istor Israel : sikour a ra ivez ar re a fell dezho kas o aliyah (distro da Israel) da benn, pa vez difennet outo en ober.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwanet eo bet Mossad diwar ar pezh a chome eus SHAY, hag a oa servij titouroù Haganah, ur milis kuzh a oa e garg diwall diouzh surentez ar Yuzevien e Palestina abaoe deroù an XXvet kantved. Diwar Haganah (« difenn » e hebraeg) e voe krouet Tsahal, goude krouidigezh Israel e miz Mae 1948. E miz Gouere 1949 e kinnigas Reuven Shiloah, (hag a genlaboure gant David Ben Gurion) sevel un ensavadur kreiz a-benn aozañ ha kenurzhiañ ar servijoù surentez ha titouriñ. D'an 13 a viz Kerzu 1949 ec'h asantas Ben Gurion e vefe e vefe savet an ensavadur kenurzhiañ-se (politikerezh, kenurzhiañ servikoù ar surentez diabarzh hg an titouriñ arme) : evel-se e voe krouet Mossad. Dindan galloud kentañ ministr Israel emañ.

Kevrennoù Mossad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eizh rann a gaver e Mossad, met ne c'haller ket gouzout ez-resis penaos eo o aozadur diabarzh.

  • Kelaouiñ : ar rann bouezusañ eo. E karg eus ar spiañ er broioù diavaez emañ. Kuzh pe get e c'hall ar skourroù bezañ. Ar rann-se a zo rannet e meur a vurev, pep hini anezho e karg eus un tiriad, eus ar skourr hag eus an implijidi a labour di.
  • Brezel psikologel : ar rann-se, anvet Loh’ama Psichologit, a ra war-dro ar brezel psikologel, ar propaganda hag an oberiadennoù touellañ.
  • Teknologiezh & teknikoù.
  • Steuñviñ, kenurzhiañ ha darempredoù etrebroadel : darempredoù gant ajañsoù ar broioù-mignon hag ivez gant ar re n'o deus ket darempredoù reizh gant Israel. Er skourroù a-bouez, evel e Pariz (er c'hannati), e c'hall Mossad kaout meur a oberer : an eil e karg eus ar c'helaouiñ, hag egile e karg eus an darempredoù etrebroadel.
  • Rann an oberiadennoù ispisial : ar rann-se (METSADA e hebraeg) a gas an oberiadennoù armeheñvel, ar brezel psikologel, an oberiadennoù morc'herezh hag ar muntroù
  • Stummadur
  • Melestradur

Taolioù brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eli Cohen a oa ur spier israelat brudet. Degemeret e voe e Mossad er bloavezhioù 1960. En em silañ a reas e renkoù uhel gouarnamant Siria, hag e-pad daou vloaz e kasas titouroù strategiezh da Israel a-raok bezañ dizoloet. Daoust d'ar c'hlemmoù o tont eus ar bed a-bezh e vo krouget war wel an holl.

Wolfgang Lotz, ur spier all, a zeuas a-benn da skoulmañ darempredoù mat gant pennoù-bras arme ha polis Egipt, hag evel-se e teuas a-benn da zastum titouroù prizius war un diazlec'h fuc'helloù hag ivez diwar-benn ur raktres fuc'helloù diorrenet gant skiantourien alaman. Etre 1962 ha 1963 e voe kaset un oberiadenn da benn, ha meur a zen e karg eus ar raktres a voe lazhet.

E miz Kerzu 1969 e laeras obererien Mossad eizh lestr-ged bet urzhiet digant Bro-C'hall ha lakaet dindan embargo gant [[Charles de Gaulle]. Brudet e voe an taol dindan an anv taol listri-ged Cherbourg.

E 1960e skrapas Mossad an torfedour brezel nazi Adolf Eichmann e Buenos Aires (Arc'hantina). Kaset e voe an taol da benn gant Rafi Eitan, ha meur a vloaz e padas an enklask. Eichmann a voe kaset da Israel a-benn bezañ barnet ha kondaonet d'ar marv. Un taol heñvel a voe aozet a-benn tapout Joseph Mengele, met c'hwitañ a reas.

Er bloavezhioù 1970 e voe lazhet meur a ezel eus ar strollad sponterien anvet Gwengolo du, hag en doa graet war-dro skrapañ ha lazhañ 11 atlet israelat e-pad c'hoarioù olimpek München e 1972.

E miz Ebrel 1988 e voe kaset un unvez ispisial a-benn aloubiñ un ti didan evezh e Tunis, ha lazhet e voe Abou Jihad, un den tost ouzh Yasser Arafat, hag e karg eus raktresañ gwalldaolioù a-enep da Israel.

Gerald Bull, ur skiantour kanadian hag ijiner ar raktres anvet « Super Gun » evit Irak, a voe muntret en e ranndi e Brussel e miz Meurzh 1990. Dilezet e voe ar raktres.

C'hwitadennoù a zo bet ivez, evel ma c'hoarvez gant forzh peseurt ajañs titouriñ.

D'ar 7 a viz Genver 1974 e voe lazhet dre fazi Ahmed Bouchiki, ur mevel marokan, rak tennañ a rae da Ali Hassan Salameh, an den a oa bet e penn taol München e 1972. An darvoud-se a c'hoarvezas e Lillehammer (Norvegia). An obererien a gase an taol da benn a voe paket gant ar polis, ha c'hwec'h anezho a voe kondaonet d'an toull-bac'h. Israel a nac'has anzav he doa ul liamm bennak gant an afer. Koulskoude e voe kaset dic'haouioù d'ar familh gant Israel e 1996. Pa voe lazhet Yitzhak Rabin e miz Du 1995 e voe rediet rener Mossad, Shabtaï Shavit e anv, da reiñ e zilez. Ar jeneral Danny Yatom a gemeras e blas.

D'ar 24 a viz Gwengolo 1997 e voe kaset daou oberer da Jordania, bep a baseporzh kanadian ganto. Pal o c'hefridi a oa kontammiñ Khaled Mechaal, unan eus pennoù-bras Hamas. Dizoloet e voent ur wech graet an taol ganto. Un eskemm a voe, ha laosket e voent da vont en eskemm d'an enep-ampoezon, neuze e treuzvevas Mechaal, ha dieubet e voe ivez krouer Hamas, cheikh Ahmed Yassine e anv.

Izili vrudet Mossad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Zvi Henkine, oberer a orin gall, bet ad-rener Mossad. Ur perzh bras en deus bet e afer ar fourgadennoù
  • Rafael Eitan, bet e penn an oberiadennoù, bet endalc'het e-barzh skrapadenn Eichmann, marv Ali Hassan Salameh, hag afer Pollard, e-touez re all

Geriaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Sayan : oberer anvet « oberer kousket », diazezet e diavaez Israel, hag a c'hall sikour obererien Mossad dre reiñ skoazell aveel dezho
  • Kidon ( baionnetezenn e hebraeg) : servij ispisial Mossad, unvez vihan e karg eus ar muntroù
  • Katsa : ofiser titouriñ
  • Bodel : lizher
  • yahalomin : arbennigour war ar c'hehentiñ
  • mabuah : titourer nann-yuzev
  • pakam : urzh kefridi
  • Hamisrad : ar burev : anv implijet gant an implijidi, n'implijont ket ar ger Mossad tamm ebet

Renerien Mossad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ad-renerien Mossad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Uri Dan, Mossad, 50 ans de guerre secrète, Presses de la Cité, 1995
  • Frédéric Encel, Géopolitique d’Israël : dictionnaire pour sortir des fantasmes, Seuil, 2004
  • Ephraïm Halévy, Mémoires d’un homme de l’ombre, les coulisses de la politique internationale au Moyen-Orient par l’ex-directeur du Mossad, Albin Michel, 2006
  • Isser Harel, La Maison de la rue Garibaldi, le chef des services secrets israéliens raconte la recherche et la capture de Adolf Eichmann, Robert Laffont, 1976
  • Claire Hoy - Victor Ostrovsky, Mossad, un agent des services secrets israéliens parle, Presses de la Cité, 1990
  • Peter Man - Uri Dan, Capturer Eichmann, témoignage d'un agent du Mossad, Édition N̊1, 1987
  • Christian Salignon, Journal des actions internes, Filippachi, 1987
  • Gordon Thomas, Histoire secrète du Mossad, de 1951 à nos jours, Nouveau Monde, 2006
  • Gordon Thomas, Mossad : les nouveaux défis, Nouveau Monde, 2006
  • Michael Ross, The Volunteer, the incredible true story of an Israeli spy, Skyhorse Publishings, 2007

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Walk on Water : film gant Eytan Fox. Un oberer eus Mossad, kollet goude emlazh e wreg, a reseve ur c'hefridi dic'hortoz : mont d'en em silañ e familh un nazi kozh.
  • NCIS : rummad filmoù skinwel amerikan krouet gant Donald P. Bellisario ha Don McGill ha skignet war CBS M6. Ziva David (Cote De Pablo) a zo un obererez eus Mossad stag ouzh burev NCIS e Washington abaoe ar rann 3x04. Arbennigourez eo war ar goulennata, an implij armoù hag an emgannañ hep arm ebet.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]