Morzhol-brezel
Eus Wikipedia
Thor o c'hoari gant e vorzhol-brezel. Livet gant Mårten Eskil Winge (1872).
Ar morzhol-brezel zo un arm a veze implijet er Grennamzer da skeiñ ha da doullañ harnezioù-brezel an enebourien. Graet e oa evit an emgannoù den ouzh den, ha gallout a rae an troad anezhañ bezañ hir pe hiroc'h. Pa ne dreuzed ket an harnez gant ar morzhol e c'halled alies gweañ an harnez ha mirout ouzh an hini harnezet d'ober fiñvadennoù zo.
Dont a rafe anv Karl Martel (martel a oa kement ha morzhol) eus anv an arm.