Morvil fanoliek
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Balum askellek
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Cetacea | ||||
| Isurzhiad : | Mysticeti | ||||
|
|||||
Ar morviled fanoliek eo ar bronneged a ya d'ober an isurzhiad Mysticeti. Emañ o ment etre 6.50 m (ar balum korr) ha 33 m (ar balum glas).
[kemmañ] Ar fanolioù
Heverk eo ar morviled-se gant al lavnennoù kornek en o genoù (ar fanolioù) a reont ganto evit silañ an dour-mor a-benn pakañ o boued. Gant se int disheñvel diouzh morviled an isurzhiad Odontoceti a zo dent en o genoù.
Etre 130 ha 400 fanol a ya d'ober an div renkennad stag ouzh karvan krec'h ar morvil.
[kemmañ] Kerentiadoù
5 kerentiad zo e-touez ar morviled fanoliek :
- Janjucetidae, aet da get
- Balaenidae
- Balaenopteridae
- Eschrichtiidae
- Neobalaenidae