Morgane la sirène (film)

Eus Wikipedia

Morgane la sirène (Morgane ar vorverc'h e brezhoneg) zo ur film mut gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Léonce Perret e 1926-1927.

Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

André Liabel a oa bet dibabet da skoazeller seveniñ er film-mañ.

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un noz e klev Georges a Gerduel, ofiser a vor, n'eo ket distroet e zanvez pried yaouank Annette Le Foulon eus he bageadenn. Ul lizher a gemenn dezhañ eo-hi bet degemeret war Enez Aval gant Morgane, priñsezez a Vangor, war-lerc'h ur peñse. Mont a ra d'an enezenn ha kouezhañ e karantez gant ar briñsezez, neuz ur vorverc'h warni. Koulskoude, pa glask Morgane kontammiñ Annette ne chom ket difiñv Georges hag a ziarbenn anezhi. Faezh-mat, en em deuler a ra Morgane er mor ma sach anezhi ar morverc'hed all d'o heul.

Roll ar gomedianed pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]