Morgan Mwynfawr

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Morgan Mwynfawr, pe Morgan ab Athrwys, a oa roue Morgannwg, e gevred Kembre, en VIIIvet kantved, war-dro ar bloavezh 730. Mab e oa da Athrwys ap Meurig ha mab-bihan da v-Meurig ap Tewdrig.

Diwar e anv eo e teu an anv Morgannwg. Koulskoude e oa kalz brasoc'h e rouantelezh eget Morgannwg, p'en em astenne eus ar Stêr Tywi er c'huzh-heol betek Rouantelezh Gwent ha Glywysing hag un darn eus Erging war lez sav-heol ar stêr Gwy marteze.

E vab Ithel ap Morgan a voe roue war e lerc'h.

Liamm diavaez[kemmañ]