Morfologiezh amzibun

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Deveradur ar ger arabek muslim diwar ar wrizienn deirc'hensonennel S-L-M.

Implijet e vez an termen morfologiezh amzibun (diwar ar saozneg: nonconcatenative morphology) war dachenn ar yezhoniezh evit komz eus doareoù deveradur (d.l.e sevel stummoù nevez diwar stummoù diazez) diazezet war kemmoù kaset da-benn e diabarzh ar gwriziennoù kentoc'h evit dre stagañ morfemoù (kengerioù) ouzh ar stumm diazez renk-ouzh-renk, da lâret eo kentoc'h evit dibunañ lostgerioù ha/pe rakgerioù an eil war lerc'h egile.

Implijet e evz alies ar volfologiezh amzibun gant ar yezhoù semitek, dreist-holl ar yezhoù arabek, en o zouez an arabeg hag ar malteg hag ivez, met nebeutoc'h, gant an amhareg, h.a.

Kavet e evz skouerioù eus ar vorfologiezh amzibun e yezhoù all estreget ar yezhoù semitek , avat hag e brezhoneg, da skouer, e c'heller sevel stumm al liester diwar stumm an unander dre stagañ ouzh e dibenn al lostgerioù "-(i)où", d.s.:

"tad" → "tad"

E degouezhioù all avat e vez savet stumm al liester en un doare disheñvel dre gemmañ ar vogalennoù e diabarzh ar stumm unander diazez kentoc'h evit dibaunañ kengerioù, da skouer dre apofoniezh:

"arar" → "erer"

Bez' e c'hell bezan implijet ar volfologiezh amzibun hag lostgerioù war un dro ivez:

"bag" → "bigi"

Doareoù morfologiezh amzibun[kemmañ]

Meur a zoare morfologiezh amzibun ez eus, en o zouez:

  • Ober a reer kemmadenn an diazez eus an doare morfologiezh amzibun ma vez deveret ur stumm diazez dre gemmañ ar wrizienn diazez hep rankout ouzhpennañ morfemoù all outi dre ret, d.s. e brezhoneg:
"yar" → "yer"
मर- (/mar-/; 'mervel') → मार- (/maːr-/; 'lazhañ')
/káʔba/ ('loustoni') → /káʔbá/ ('lous')
Gwrizienn K-T-B (o tennañ d'ar skrivañ)
→ "kitba" ('skrid')
→ "ktieb" ('levr')
→ "kotba" ('levrioù')
→ "ktibt" (skrivis')
→ "nikteb" ('skrivan')
  • Dre doubladur, ma vez implijet div wezh renk-ouzh-renk un tamm eus ar wrizienn pe ar wrizienn en he fezh, da skouer e yakouteg e vez implijet an doubladur evit kreñvaat ster un anv-gwan:
/k̠ɨhɨl/ ('ruz') → /k̠ɨp-k̠ɨhɨl/ ('ruz-kenañ')
/oɳiːt/ ('kostezenn') → /oɳiː/ ('kostezennoù')

Gwelit ivez[kemmañ]