Mor Azov

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mor Azov, gwelet eus ul loarell, gant ledenez Krimea a-gleiz

Mor Azov (Азовське море en ukraineg, Азовское море e ruseg), zo ur mor bihan damgloz, e reter Europa. Stag eo ouzh ar Mor Du, war-bouez strizh-mor Kertch. Dont a ra e anv eus hini kêr Azov, en aber ar stêr Don.

Douaroniezh[kemmañ]

En-dro da Vor Azov emañ stadoù Ukraina, er c’hornôg hag en hanternoz, ha Rusia er reter. Gant ledenez Krimea ha ledenez Taman eo dispartiet Mor Azov diouzh ar Mor Du. En em astenn a ra Mor Azov war ur gorread a 38.000 km², ha n’a ket e zonder en tu all da 15 m. N’eo ket gwall sall an dour. Ha bas-kenañ eo el lodenn gornôg, gant kalzig enezennoùigoù. Gant se e c’hall an dour bezañ tomm a-walc’h e-pad an hañv hag e c’hall skornañ aes a-walc’h e-pad ar goañv.

Dre m’eo liammet ar stêr Don ouzh ar Volga war-bouez ur ganol, eo pouezus-bras Mor Azov evit armerzh Rusia. Dre an an Don hag ar Volga e c’hall listri tremen eus Mor Azov hag ar Mor Du da Vor Kaspia ha d’ar Mor Baltel.

Peskedus e oa an dourioù, met er bloavezhioù diwezhañ eo digresket ar c’hementad pesked a daper eno, abalamour d’ar re-besketa ha d’ar saotradur dreist-holl.