Monegaskeg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Monegaskeg
(Munegascu)
Perzhioù
Komzet e : Monako
Komzet gant : ~100 yezher a-vihanik
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek

 Yezhoù italek
  Yezhoù romanek
   Italianeg
    Ligurieg
     Monegaskeg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1
ISO 639-2 roa
ISO 639-3
Kod SIL LIJ
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh romanek eus skourr ar yezhoù italek-romanek eo ar monegaskeg (monegaskeg: munegascu) komzet ez-hengounel e Monako. Ur yezh en arvar an hini eo, daoust dezhi bezañ kelennet er skolioù. Kar eo d'al ligurieg a vez komzet en-dro da Genova en Italia, met levezonet eo bet gant an okitaneg.


Doare-skrivañ[kemmañ]

Skrivet e vez ar monegaskeg evel an italianeg dre vras, war-bouez neubeud grafemennoù ispisial:

  • an « ü » a vez distaget [y] evel er ger « ruz », a zo skrivet evel en alamaneg ha turkeg
  • an « œ » a vez distaget [e] evel er ger « blé » e gwenedeg, skrivet evel e ligurieg
  • an « ö » a vez distaget [ø] evel er ger « peu » e galleg
  • ar « ç » a vez distaget [s] evel er ger « saotradur », skrivet evel e galleg ha portugaleg.