Mogeriadur

Eus Wikipedia
Moger-difenn Ávila (Spagn)

Ur mogeriadur a zo un hollad mogerioù uhel ha hir a-walc'h. Kavet e vezont peurvuiañ tro-dro d'ur savadur pe d'ur gêr. Gwechall, a-raok diorroadur ar c'hanolierezh en 18vet kantved, e veze difennet ar c'hêrioù en ur sevel ur sistem mogerioù difenn a c'hellent bezañ hir-tre. Ar mogeriadurioù brudetañ en istor a zo bet Moger Vras Sina, Mogeriadur Mikenas, Mogeriadur Roma hag Mogeriadur Kergustentin.

Istor ar mogeriadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro - 1300 kent Jezuz-Krist eo bet savet mogeriadur Mikenas a zo bet lesanvet ar "mogeriadur kiklopel" pa lavare ar vojenn e oant bet savet gant ar Gigloped, ramzed hantezoueed ar vitologiezh gresian.
En Egipt, e mare an Henamzer, eo bet savet ivez meur a vogeriadur evit diwall ned aje an dud da lec'hioù 'zo (palezioù, temploù) hep bezañ aotreet.
E Bro-C'hres koulz hag e Henroma ha e broioù ar Mor Kreizdouar ez eus bet savet mogeriadurioù tro-dro d'ar c'hêrioù pennañ.
Savet en deus an impalaerien Bro-Sina ur mogeriadur, anvet Moger Vras Sina, an hini hirañ a zo bet, evit difenn Norzh Sina diouzh an aloubadegoù (savet a-frapadoù etre ar 7vet kantved kent Jezuz-Krist hag ar 7vet kantved goude Jezuz-Krist. Deskrivet en deus Kezar ur seurt mogeriadur a save ar C'halianed evit difenn o c'hêrioù, ar murus gallicus, graet gant prenn ha douar-barr.

Mogeriadurioù e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mogeriadur Gwennrann
  • Mogeriadur Kemper

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.