Modul ren ha servij Apollo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Modul ren (lodenn gernennek a-zehou) ha servij (lodenn granennek a-gleiz) Apollo 15 en-dro d'al Loar.

Modul ren ha servij Apollo (Command/Service Module, berraet e CSM e saozneg) eo egorlestr ar Programm Apollo savet evit gallout kas ha digas ar sterdeidi eus an Douar betek al Loar. Div lodenn a oa: ar Modul ren (CM), kernennek e stumm, ma oa ar sterdeidi — hag hi al lodenn nemeti a zistroe war an Douar — hag ar Modul servij (SM), kranennek, gant ar c'heflusker, an oksigen, peadra d'ober tredan... Ouzh penn ar modul ren e veze staget ar modul loar.