Mnemere

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Mnemere pe Mneme (henc'hresianeg: Μνήμηpe) a oa muzenn an Eñvor, hag unan eus an teir muzenn , a orin eus Beotia, hag a oa merc'hed da v-Mnemosyne. C'hoar e oa da Aoide ha Melete.

Muzenn ar c'hrouiñ arzel eo, klask a ra reiñ stumm d'ar soñjoù difetis. Da gentañ he devez soñj, war-lerc'h e sko war ar paper ar pezh a zo bet soñjet a-raok gant he c'hoar Melete. Reiñ a ra korf ha buhez d'ar mennozhioù deuet eus empenn Melete ha diwar he labour eo e labouro Aedea war-lerc'h.

Gant an arzourien e vez diskouezet evel ur plac'h o terc'hel ur goustilh-skrivañ.