Mná na hÉireann

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Mná na hÉireann (Maouezed eus Iwerzhon e brezhoneg) zo ur varzhoneg bet savet gant ar barzh iwerzhonat Peadar Ó Doirnín en 18vet kantved. Dre ma oa bet krouet da zougen bri d'ar maouezed o devoa gouestlet o buhez da Iwerzhon e oa deuet da vezañ un arouez evit broadelourien ar vro.

Ur ganaouenn eo deuet da vezañ pa voe savet an ton anezhi gant ar sonaozer iwerzhonat Seán Ó Riada er bloavezhioù tri-ugent. Enrollet e oa bet evit ar wech kentañ gant Ceoltóirí Chualann, ur strollad sonerezh hengounel renet gant Seán Ó Riada, ennañ meur meur a soner a yeas da grouiñ The Chieftains diwezhatoc'h. Gant ar re-se neuze e oa bet sonet Mná na hÉireann, evel Love Theme (tem karantez) ar film Barry Lyndon, renet gant ar filmaozer stadunanat Stanley Kubrick e 1975.

E 1990 e voe adanvet Words gant ar strollad sonerien saoz pop The Christians a reas berzh, e Bro-C'hall dreist-holl. Kanet e oa bet en iwerzhoneg gant Alan Stivell e-barzh e driwec'hvet albom Brian Boru, deuet e-maez e 1995.

Liamm diavaez[kemmañ]