Mithridates Eupator

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skeudenn eus ar roue Mithridates VI gant neuz Herakles. Marmor, prantad an Impalaeriezh roman (1añ kantved goude J.-K.)

Mithridates VI pe Mithridates Eupator (da lâret eo an hini en deus un tad nobl) pe Mithridates Veur (Megas) a oa ganet war-dro 132 a-raok J.-K. ha mervel a reas e 63 a-raok J.-K.. Roue rouantelezh Pontos hag Armenia-Vihanañ e oa, e norzh Anatolia (Turkia hiziv), eus 120 a-raok J.-K. da 63 a-raok J.-K. Brudet eo Mithridates evel unan eus enebourien dañjerusañ Republik Roma hag evel unan eus ar re a reas ar muiañ berzh. Brezeliañ a reas a-enep tri eus brasañ jeneraled eus diwezh Republik Roma e-pad Brezelioù Mithridates: Lucius Cornelius Silla, Lucullus ha Pompeius. Mab e oa da Vithridates V Evergetos, roue Pontos, a oa bet kevredad Roma e-pad Trede brezel punek. Orin an anv "Mithridates" zo latin. Mithradates (Μιθραδάτης) an hini a oa skrivet war enskrivadurioù ha pezhioù moneiz ar roue, eus an henberseg Mithradatha, "donezon eus Mithra".

E yaouankiz[kemmañ]

Mithridates a oa bet ganet war-dro 132 a-raok J.-K. e Sinope. Muntret e voe e dad, moarvat war urzhioù e vamm, Laodike VI, war-dro 120 a-raok J.-K.. Heuliet e voe ar marv-se gant ur c'hevezherez kriz en-dro d'ar roue yaouank en doa aon evit e vuhez hag a repuas er chase hag er studi (komz a rae, a-hervez, 22 pe 25 yezh). Reiñ a ra c'hoant an aergelc'h-se dezhañ da anavout en un doare peurvat ar c'hontammoù hag an enepkontammoù a veze implijet d'ar mare-se ha da zont da vezañ dic'hloazus ouzh o efed. Hervez ar vojenn e vefe deuet a-benn dre forzh kemer kementadoù kontamm bihan en un doare ingal.

Ar roue alouber[kemmañ]

Pontos war-dro -100

Kemer a reas ar galloud e 111 a-raok J.-K. o lakaat e vamm hag e vreur Mithridate C'hrestos (an hini olevet) e prizon. Aloubiñ a reas Bosforos Kimmeria e 107 a-raok J.-K. ha didronañ roue Kappadokia, Ariobarzane, e 94 a-raok J.-K. gant harp Tigranes II, roue Armenia. Goude se e rannas Paflagonia gant Nikomedes IV Philopator, roue Bitinia e 94 a-raok J.-K. a-raok argas hemañ ha kemer e rouantelezh e 88 a-raok J.-K..

Ar Romaned a lakaas Ariobarzane Iañ Kappadokia war e dron en-dro e -92. Tarzhañ a reas ar brezel neuze (kentañ brezel Mithridates). E 88 kent J.-K., goude bezañ kemeret Bitinia, e antreas Mithridates e keoded Efezos ha sevel a reas holl C'hresianed Azia a-enep ar Romaned. Urzh a roas da lazhañ ar Romaned a veve en Azia-Vihanañ hag e vije bet war-dro 80000 den lazhet. Goude se e tremenas e Bro-C'hres ma voe degemeret e letanant Arc'helaos evel un dieuber.


Ar brezelioù a-enep ar Romaned[kemmañ]

Kartenn eus rouantelezh Pontos, a-raok ren Mithridates VI (mouk teñval), goude e aloubadegoù (mouk), hag an douaroù gounezet goude kentañ brezel Mithridaes (roz).

Gorrekaet e oa kilstourm ar Romaned gant ar stourm kriz a rene etre Marius ha Silla. A-benn ar fin e oa kaset hemañ diwezhañ a-enep Mithridates ha kemer a reas Aten, goude ur seziz hir, e 86 kent J.-K., a-raok trec'hiñ Arc'helaos e C'haironeia (86 kent J.-K.) ha goude en Orc'homenos (85 kent J.-K.). Mithridates a sinas neuze peoc'h Dardanos (85 kent J.-K.) a redie anezhañ da zilezel e aloubadegoù hag e listri brezel met a anaveze anezhañ e penn e rouantelezh hag a leze anezhañ frank d'ober ar pezh a felle dezhañ er Mor du. Ne dermas ket a-hend-all da argas ar Romaned pa glaskas ar re-se en em gemer ouzh ar broioù a oa dindan e levezon (Eil brezel Mithridates), evel Murena, ul letanant da Silla e 82 kent J.-K.. Koulskoude, war-bouez an dra-se, e chomas peoc'hus an darempredoù etre 85 kent J.-K. ha 74 kent J.-K..

E 74 kent J.-K. avat e varvas roue Bitinia, Nikomedes IV, ha lezel a reas e rouantelezh d'ar Romaned dre hêrezh. Mithridates a wele bezañs ar romaned stok ouzh e harzoù evel ur gourdrouz ha disklêriañ a reas ar brezel dezhe gant skoazell Tigranes II (Trede brezel Mithridates). Trec'hiñ a ra ar c'honsul Cotta e C'halkedon ha lakaat seziz war Gizikos pa oa argaset eus Bitinia e-kichen Pontos gant un ergerzhadeg renet gant Lucullus (72 kent J.-K.-71 kent J.-K.). Faezhet e oa e Granikos, e Kizikos, hag e Lemnos. Mont a reas Mithridates dindan dec'h neuze betek Armenia. E-pad ur pennad e voe dic'houest an eil tu pe egile da gemer an tu-kreñv mes Lucullus a voe trec'h adarre e 69 kent J.-K. ha kemer a reas Tigranakert. A-drugarez da emsavadeg al lejionoù roman a-enep o rener, e teuas Mithridates a-benn da gemer adarre Rouantelezh Pontos. Faezhet e voe da vat gant Pompeius e 66 kent J.-K. e-kichen ar stêr Eufratez ha tec'het a reas da Grimea e keoded Pantikapaion.

fin ar roue Mithridates[kemmañ]

Pezh moneiz arc'hant gant penn Mithridates VI

Mithridates a rankas neuze talañ ouzh un emsavadeg renet gant e vab henañ, Farnakes, ha mervel a reas e 63. Hervez lod e vije bet kontellet gant ur brezelour kelt en e servij. Hervez tud all en dije klasket mervel diwar kontamm met evel m'en doa graet peadra da vezañ dic'hloazus gant ar c'hontammoù e rankas goulenn digant unan eus e c'hoprsoudarded galatat lazhañ anezhañ. Beziet e voe e Sinope, e geoded c'henidik.

Keñveriet e vez alies ouzh Hannibal abalamour d'e gasoni ouzh Roma. C'hwitañ a reas avat en e esae da ziskar aotrouniezh ar Romaned en Azia hag e Bro-C'hres, abalamour ma oa barrekoc'h ha kreñvoc'h o arme hag abalamour da galite o jeneraled evel Silla, Lucullus pe Pompeius.

Levrlennadur[kemmañ]