Miss Kittin

Eus Wikipedia
Miss Kittin
Miss Kittin e 2004

Anv Caroline Hervé
Ganet 1973
e Grenoble
Doare(où) sonerezh elektronek, electroclash, elektronika, sonerezh tekno
Bloavezhioù oberiant 2000
Label(ioù) Nobodys Bizzness, International DeeJay Gigolo Records
Lec'hienn ofisiel www.misskittin.org

Endro Golden Boy
The Hacker
Felix da Housecat

Miss Kittin (ganet Caroline Hervé e Grenoble e 1973) zo anezhi un DJ war ar sonerezh elektronek, ur ganerez hag un oberourez. Levezonet eo he sonerezh gant an electronica, an elektro hag an tekno. Troet eo ivez war an arzoù gwelet (studiañ a reas an arzoù grafek hag a vremañ en École Supérieure d'Art et de Design en Amiens). Deuet eo da vezañ dedennet gant levezonoù liesseurt evel ar sonerezh klasel, ar jazz, ar funk, an disco ha ar sonerezh pop saoz. Unan eus DJed vrudetañ al sonerezh tekno eo deuet da vezañ.

Kregiñ a reas gant he micher DJ e-pad troiadoù e Frañs, Moskov ha Chicago asambles gant Mike Dearborn. Kejañ a reas gant DJ Hell e Marsilha un nebeud amzer goude. Fellout a reas dezhañ enrollañ ganti evit e label alaman International DJ Gigolo.

Miss Kittin e Sónar e 2006

Miss Kittin hag an Hacker a embannas First Album e 2001. Meur a don a zeuas da vezañ tonioù diazez en electroclash, en o zouez "1982" ha "Frank Sinatra". Adalek 1991 e zeas da sonveskañ e Europa a-bezh. Kuitaat a reas Bro-C'hall e 1996 ha mont a reas da chom e Jeneva e Suis. E Berlin emañ o chom hiziv an deiz.

Deuet eo da vezañ unan eus sonerien bouezusañ an electroclash. Labourat a ra gant The Hacker met ivez gant Felix da Housecat, Chicks on Speed ha Golden Boy. Embann a reas ur c'hendastumad tekno dindan he anv dezhi (Miss Kittin on the Road) e 2002. He fladenn solo I Com he deus elfennoù eus doareoù elektronek disheñvel. Arnodeloc'h eo eget he flanedennoù diaraok.

Kenlabouret he deus ivez gant Sven Vath, Steve Bug hag Ellen Allien (evit adsonveskoù).

Embannet e voe Miss Kittin Live at Sonar e 2006, enrollet e-pad ar festival sonerezh elektronek brudet Sónar e Barcelona. Seniñ a reas he zonioù dezhi ha re Aphex Twin, Modeselektor ha Boom Bip. 2006 a voe ivez bloaz embannadur ar bladenn doubl Miss Kittin: Bugged Out. Hec'h eil albom BatBox a erruas e miz C'hwevrer 2008[1]. Meur a wech eo bet o seniñ e Breizh, da geñver festival Astropolis e Brest pe festival Scopitone e Naoned e 2005.

He fladennrolladur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • First Album gant The Hacker (2001)
  • On the Road (2002)
  • Rippin Kittin (2002)
  • Miss Kittin: Radio Caroline, Vol.1 (2003)
  • I Com (2004)
  • Live at Sonar (2006)
  • A Bugged out Mix (2006)
  • BatBox (2008)
  • Two gant The Hacker (2009)

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.