Minoc'h boutin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Minoc'h boutin
Sorex araneus2.JPG
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Soricomorpha
Kerentiad : Soricidae
Genad : Sorex
Anv skiantel
Sorex araneus
Linnaeus, 1758
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Ar minoc'h boutin (Sorex araneus) a zo ur bronneg bihan eus Eurazia.

Doareoù pennañ[kemmañ]

E-touez ar bronneged bihanañ emañ ar minoc'hed. War-dro 5-8 cm o hirder hag etre 5 ha 15 g o mas.

Gallout a reer o anavezout gant stumm begek o moj.

Gell-du pe du eo liv o feur war o c'hein hag arwenn war o c'hof.

Bevoniezh[kemmañ]

Lontek int ha debriñ a reont bemdez kement ha 80 % eus mas o c'horf.

Kigdebrerien int hag en em vagañ a reont diwar amprevaned hag artropoded all, buzhug, blotviled ha gagnoù.

Kavout a reont o boued a-hed ar bloaz noz ha deiz hag e reont o neizh dindan an douar pe dindan restadoù plant er strouezheg, parkeier, liorzhoù, koadeier pe girzhier.

O ziriad a ra 370-630 m² hag e chomont ennañ d'o vevañ, nemet pa klaskont ur gevelerez/ c'heveler d'en em barat.

An dougen a bad 25 deiz ha ganet e vez 6 pe 7 hini bihan e pep torad. Gallout a ra ur minoc'h kaout reoù bihan betek 3 pe 4 gwech ar bloaz.

Gouest eo ar minoc'h da ezteurel ultrasonioù evit argas e enebourien. Dantañ a ra p'en em gav enket.

Minoc'h korrik (a-gleiz) ha minoc'h boutin keñver-ha-keñver